LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français

“Pal hon strollad a zo bountañ ar re Vouzar da vezañ kiriek, da gemer perzh en emvodoù, da lakaat o gwir da gaout ur jubennour da dalvezout (...)” | #GBB2017

“Ur sevenadur hag un identelezh bouzar a zo”
Apr 24

D’an 20 a viz Mae e vo kinniget un daol-grenn e-pad Gouel broadel ar brezhoneg 2017 e Langoned diwar-benn ar sevenadur ha stourmoù ar re Vouzar. Respontet eo bet da c’houlennoù Ya! gant Laëtitia Morvan, mouezh aotreet Strollad ar re Vouzar e Penn-ar-Bed.

Ya!: Laëtitia, peseurt perzhioù boutin a welit etre stad ha stourm ar re Vouzar ha re ar Vretoned evit o yezh hag o sevenadur?
Laëtitia Morvan: Kalzik a zo. Er memes mare int dihunet, e-kerzh ar bloavezhioù 1970. E 2018 e vo lidet 40 vloaz Festival filmoù Douarnenez [ngas*: Gouel ar filmoù] hag ar bloaz-mañ e vez graet kement all gant an International Visual Theatre (IVT) e Pariz. E-pad pell e chome kuzhet ar re Vouzar. Rediet e vezent da aozañ oberennoù, kenstrivadegoù hag eskemmoù e diabarzh framm o c’hevredigezhioù nemetken. Er memes mare zo bet displeget gant ar sokiologour Bernard Mottez o doa ar re Vouzar o yezh dezho, o sevenadur. Ne oa ken emskiant ar re Vouzar eus kement-se. Gant ur c’homedian bouzar hag ur jubennour amerikan eo bet krouet an IVT. Aozet o deus stalioù-labour ha bountet o deus ar re Vouzar da gemer perzh. Lavaret o deus dezho e c’hellent bezañ komedianed. D’ar mare-se eo o deus en em rentet kont e c’hellent ober c’hoariva. Skoet int bet p’o deus dizoloet e c’hellent kinnig pezhioù-c’hoari da dud a glev. Deuet int emskiant “e oant gouest”!
Eus un tu all eo deuet a-benn ar Vretoned da gas sevenadur ar vro war-raok. War tachenn Frañs ez a goustadikoc’h an traoù evit sevenadur ar re Vouzar. Nebeut-tre a glasoù divyezhek a zo evit ar vugale bouzar: 5% eus an deskadurezh hepken. Abaoe 10 vloaz ez eus araokadennoù evit ar re Vouzar, a-drugarez d’an teknologiezhioù nevez. Tu a zo eskemm dre ur webkam, skignañ keleier ha fent… Gwelloc’h eo met ur bern traoù a chom d’ober c’hoazh. Ur bern tud Vouzar n’int ket sklaer gant o identelezh c’hoazh. Re anezho ne c’hellont ket heuliañ stummadurioù evit bezañ gouest da zizoleiñ traoù ha da vezañ en o bleud. Abalamour da zeskadurezh ar gleverien ez eus eus ar c’hudennoù-se ivez. Buan ez a an araokadennoù war tachenn ar vezegiezh ha laosket e vez ar gerent da grediñ ez aio gwelloc’h gant o bugale ma vez lakaet binviji dezho. Abalamour da-se ez eus nebeutoc’h a zarempredoù karantez etre ar gerent hag o bugale, ha neuze un diouer a zeskadurezh.

Ya!: Petra a vez goulennet gant Strollad ar re Vouzar e Penn-ar-Bed?
L.M: Lidet eo bet 10 vloaz ar strollad e 2016. Ral a-walc’h eo an dra-se e Breizh. En em aozet o deus ar re Vouzar ha tud a glev evit bezañ kiriek eus outo o-unan ha kas raktresoù hag oberennoù da benn. Labourat a reomp asambles gant kleverien. Gwechall e laoske ar re Vouzar ar gleverien d’ober evito.
Bremañ eo cheñchet an traoù. Pal hon strollad a zo bountañ ar re Vouzar da vezañ kiriek, da gemer perzh en emvodoù, da lakaat o gwir da gaout ur jubennour da dalvezout. Ne oa ket jubennourien a-raok. Rediet e oamp da leuskel kleverien d’ober an traoù evidomp. Goulennet ez eus bet ur servij jubenniñ ganeomp digant ar c’huzul departamant hag e 2011 eo bet krouet. Aesaat a ra kalz buhez pemdeziek ar re Vouzar. Bremañ e sant ar re Vouzar e c’hellont ober traoù int o-unan.

Ya!: En ur gevredigezh talvoudekaus e vez goulennet alies digant ar vrezhonegerien da betra e servij o yezh. Petra a respontit ma vez goulennet ar pezh a c’hell sevenadur ha yezh ar re Vouzar degas d’ar gleverien?
L.M: Gwir eo e oa disheñvel gwechall: aon o doa ar re Vouzar rak sell ar gleverien. Aon e vefe graet goap eus outo hag e vefent sellet e-giz marmouzien abalamour d’ar jestroù a reont gant o c’horf. E 1993 eo bet resevet ar priz Molière gant ar gomedianez Emmanuelle Laborit. Adalek ar mare-se o deus kroget ar re Vouzar d’en em lakaat war wel e kevredigezh ar gleverien. Emskiant eo deuet an dud da vezañ war ar pezh eo yezh ar sinoù, ur yezh vev. Tamm-ha-tamm eo kroget ar gleverien da lavaret d’ar re Vouzar e oa ur yezh vrav hag e oa un dra digredus kehentiñ gant an daouarn. Muioc’h-mui a gomzoù pozitivel a zo bet.
Met bec’h a zo atav etre ar re a zifenn ar yezh, ar monedusted e yezh ar sinoù, a ro tro da gompren hag a zegas ur binvidigezh eus un tu, hag ar vezegiezh eus un tu all, lec’h ma ‘z eo splann araokadennoù ar binviji, met e lec’h ma vez klasket diguzhañ abred ar re Vouzar. Endemek eo an diemglev-se ha n’eo ket emskiant bed ar vezegiezh ez eus ur sevenadur hag un identelezh Vouzar.

Troet diwar ar galleg, embannet gant Divi Kerneis er gazetenn Ya!

Ur pennad all da lenn: “Tud Vouzar e kounnar”

*notenn gant ar skridaozerezh



Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL