Hon raktresoù

stal.bzh

Ul lec’hienn evit ar brezhoneg hag an ekonomiezh
carte stal.bzh europe application

Kavout embregerezhioù hag a skoazell pe a ra gant ar brezhoneg a c’hell an dud kar-o-yezh ober gant al lec’hienn internet Stal.bzh, ha gant an arload. War ar memes-tro e vez roet talvoudegezh d’an embregerezhioù dre o liamm gant ar yezh.
Titouret e vez implijerien Stal.bzh war an doare ma vez graet gant ar brezhoneg en embregerezhioù. Gant an embregerezhioù o-unan e vez respontet da c’houlennoù evit reiñ da c’houzout peseurt mod e skoazellont pe e implijont ar brezhoneg.

stal.bzh

GBB & An Taol-Lañs

Ekoreizhiad ar brezhoneg bodet e-pad 3 devezh eo ar festival GBB.
gbb scène an taol lañs artistes

Heñchet eo GBB, Gouel Broadel ar Brezhoneg abaoe 2015 gant Mignoned ar Brezhoneg. Pal an darvoud-rannvroel-mañ eo tolpad ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed, ar re a zesk ha tout an dud e karantez gant ar yezh, evit obererezhioù e brezhoneg. Gant ur gwir youl evit ma vo ar yezh o vevañ, pal ar gouel eo ivez lakaat an dud da zizoleiñ liesseurted ar c’hrouadennoù e brezhoneg. E-pad un dibenn-sizhun, e GBB, ar yezh ofisiel eo ar brezhoneg!

gbb.bzh

ecole.bzh

Ar c’houlzad kehentiñ evit ar skolioù e brezhoneg
campagne communication ecoles bilingues

Heñchet e vez gant Mignoned ar Brezhoneg abaoe 2021, ur raktres gant meur ha berzhiad. Pal ar c’houlzad kehentiñ “ecole.bzh” eo tolpad ar strivoù graet gant aktourien·ezed an deskadurezh e brezhoneg er skol. Labouret e vez a-stroll gant Rannvro Breizh, Ofis Publik ar Brezhoneg, rouedadoù kelenn Div Yezh, Divaskell ha Diwan, gant rouedad an Deskadurezh Katolik, Ker Roazhon, kevredigezhioù Kelennomp ha Kevre Breizh. Savet e vez ganeomp ostilhoù kehentiñ skignet e Breizh a-bezh. Skritelloù, bruderezh, lec’hienn internet, evit kelaouiñ ar gwellañ kerent ar skolidi·iadezed war pinvidigezh an hentad divyezhek pe dre soubidigezh er skol.

ecole.bzh

Ur voutik kevredigezhel

Tolpañ ar produioù o reiñ lusk d’ar yezh
boutique breton produits colorés

Kinniget e vez gant Mignoned ar Brezhoneg ur voutik enlinenn gevredigezhel evit skignañ ha gwerzhañ produioù a bep seurt ijinet e brezhoneg. Pladennoù, seier, dilhadoù, c’hoarioù… Kavet e vo ganeoc’h boued evit brezhonekaat ho puhez pemdeziek!

boutik.mignoned.bzh

Abadennoù brezhonek

Ar yezh e-kreiz darvoudoù Breizh
brezhoneg prim logo foule initiation
Brezhoneg Prim

Kinnig a ra ar gevredigezh tañva ar brezhoneg war ar prim. Evit dizoloiñ ar yezh en ur c’hard eur e-kreiz ho tarvoud! Emgav ebet, netra da notenniñ, pell eus ar sal-glas, posubl eo ivez deskiñ ar brezhoneg war ar prim ha d’un doare skañv-tre!

pellgargañ an teul kinnig
nature breton atelier enfants
Abadenn natur

Kinnig a reomp ivez abadennoù natur e brezhoneg! Gant un tem dibabet en a-raok, buheziñ a reomp atalieroù evit ar re vras hag ar re vihan, gant c’hoarioù hag obererezhioù pedagogel. Un doare da ziorreiñ ar c’heriaoueg skiantel met ivez kaout eskemmoù ha kaozeadennoù e brezhoneg.

deuit davedomp

Servijoù d’an embregerezhioù

Ar yezh evit ar re a-vicher
picto boîte outils
Boest ostilhoù

Kinnig a reomp deoc’h ostilhoù e brezhoneg evit an embregerezhioù. E-touez an ostilhoù-mañ e kavoc’h danvez, alioù, darempredoù ha skouerioù da bellgargañ digoust evit ho skoazellañ da reiñ ur plas d’ar brezhoneg en hoc’h embregerezh.

Ar voest ostilhoù
service traduction bulles
Troidigezh Brezhoneg-Galleg-Saozneg

Restr berr : Skritell, follenn-nij, roll-pred, panell titouroù…

Restr hir : Lec’hienn internet, katalog…

Koumanantit a-hed ar bloaz evit kaout troidigezhoù berr war ar prim, hervez hoc’h ezhommoù. Ur benveg a-feson evit ho kehentiñ divyezhek war ar rouedadoù sokial…

servce graphique dessin pointeur
Graferezh

Reiñ alioù deoc’h, ijinañ, sevel… gant ur sell arbennik war plas ar yezhoù. Gallout a reomp ho skoazell d’ober ho panellerezh, ur skritell, ur plegfollen, ur pakad divyezhek.

service branding cible marque
Identelezh Verk

Skoazell a reomp ac’hanoc’h evit dibab ul lugan e brezhoneg, anvioù produioù, un anv merk.

badges création pictogramme
Badjoù gant liv hoc’h embregerezh

Ur mekanik badj zo ganeomp ! Kinnig a reomp deoc’h badjoù rond 56mm graet e Gwened. Gallout a reomp implij ur skeudenn kaset ganeoc’h pe krouiñ ar skeudenn war hoc’h evezhiadennoù (hag e brezhoneg neuze) !

autocollants entreprise services bilingue
Pegsunioù lec’hiañ diabarzh

Urzhiit ur plankenn pegsunioù divyezhek evit hoc’h embregerezh

urzhiañ

Feurm dafar

Sikour ac’hanoc’h da aozañ darvoudoù e brezhoneg
gwelout war leboncoin
location tente pictogramme
Teltennoù da feurmiñ

Kinnig a reomp deoc’h :

1 deltenn 3×3 m orañjez

2 deltenn 10×5 m gwenn

location talkies pictogramme
Son

Kinnig a reomp deoc’h 7 Talkies-walkies.

location gobelets pictogramme
Gwerennoù adimplij

Kinnig a reomp deoc’h gobeledoù 25 pe 50 cl.

No Comments

Sorry, the comment form is closed at this time.