Gouel broadel ar brezhoneg 2017 - Mignoned ar brezhoneg
11280
page-template,page-template-full_width,page-template-full_width-php,page,page-id-11280,page-parent,mkd-core-1.0,,hornet child-child-ver-1.0.0,hornet-ver-1.6, vertical_menu_with_scroll,smooth_scroll,no_animation_on_touch,paspartu_enabled,blog_installed,wpb-js-composer js-comp-ver-4.7.4,vc_responsive
Bev omp ha bev ‘chomfomp!

E 1998 ‘oa bet dalc’het Gouel broadel ar brezhoneg ‘ba Langoned evit ar wech diwezhañ. Daoust d’un nebeut taolioù all (e Kawan div wech hag e Tremargad ur wech all) ‘oa chomet morgousket ar gouel-se. ‘Blam ‘betra adsevel anezhañ ‘ta, er memes lec’h, kazi ugent vloaz war-lerc’h? Derc’hel da ribotat ar memes traoù kozh ‘n ur soñjal ‘oa gwelloc’h an traoù gwechall, hennezh ‘vefe ar pal? N’eo ket! Troet eo ar bed en ur ober ugent vloaz. Breizh en deus cheñchet ivez, pas war an tu mat atav…

Dafer-se n’eo ket achu ar jeu, na tost! Bemdez e vez c’hoarzhet, desket, krouet e brezhoneg. “Bev omp ha bev ‘chomfomp!” Setu ar pezh a fell dimp ivez huchal a-bouez penn, rak chom a refomp en hor sav… daoust d’an dazont diasur ha d’ar mennozhioù a-enep a vez oc’h en em ledañ muioc’h-mui.

Se zo kaoz n’eo ket un dra dister ‘n em vodañ ‘ta. Evel ma ra pep familh, e ra vad en em welet ingal evit kaout plijadur ha riboulat asambles evel-just, met ivez eskemm, tabutal ha sevel an dazont a fell dimp evit hor bro hag hor yezh. Gant se ‘faota dimp derc’hel diwezhatoc’h gant Gouel broadel ar brezhoneg a bep eil gant ar Redadeg. Kinnig d’ar Vretoned/Bretonezed en em gavout bep eil bloaz en-dro d’o yezh n’eo ket re avat ! Evit ma talc’ho, deuit ta holl ‘ba Langoned.


Klikit war “Bezañ kelaouet” evit resevout keleier diwezhañ ar gouel! 

#GBB2017

19-20 A VIZ MAE 2017

56630 Langoned, Breizh

Gouel Breizh 2017
Dizoloit programm klok #GBB2017!
N’eus ket da c’hortoz, prenit ho pilhidi #GBB2017!
Atalieroù, mell-droad, kwiz e brezhoneg… Peadra da gemer plijadur e #GBB2017!

Berr-ha-berr


BILHEDEREZH

#GBB2017 a implij ur vilhederezh dizanvezelet e kenlabour gant YesGoLive. Ar prizioù a vez diskouezet er v/Bilhederezh hag er programm [da vezañ embannet]. Na roit da zen ebet ho kod barrennoù evit ma ne vefe ket implijet gant n’eus forzh piv. Evit gouzout hiroc’h, deuit e darempred ganeomp.

KAMPLEC'H

Un dachenn-gampiñ a vo digoret d’ar Gwener 19 a viz Mae 2017 adalek 4e gm (da gadarnaat). Digoust e vo evit an holl arvesterien o do un bilhed ganto.

KAVOUT BOD

N’eus ket an dachenn-gampiñ nemetken. Roll ar bodoù tost eus #GBB207 a vez kavet er bajenn “Kavout bod”.

KENWETURIÑ

Aliañ a reomp deoc’h kenweturiñ gant War an hent pe gumuniezhioù all a zouj ouzh an endro. Ar gwellañ tra eo evit beajiñ, eskemm e brezhoneg, paeañ ha saotrañ nebeutoc’h!

KRETADENNOÙ

Evit ho koulennoù diwar-benn ar c’hretadennoù hag an darempredoù gant ar mediaoù, deuit e darempred ganeomp.

PARKLEC’H

Lec’hioù evit parkañ a vo lakaet e plas da-geñver #GBB2017. Ar c’hirri-tan parket forzh pelec’h a vo lammet kuit rak chalus e vint evit ar mone-done war an hentoù hag evit kirri ar bomperien pe an archerien.

TUD A-YOUL VAT

Evit aozañ #GBB2017 zo ezhomm tud a-youl-vat evit kas da benn pep tra. Pep hini a labour div wech ter eurvezh. Mard hoc’h dedennet, deuit e darempred ganeomp.

TUD NAMMET

Stignad o vezañ studiet.

  • RT @brezhoneggwened: Bannadenn teulfilm « un nozvezh e Breizh » e #gwened @tiarvrobrogwened da 8 e noz d’ar yaou 23/11. Eskemmoù e #brezhon…
  • RT @brezhoneggwened: Projection docu en #brezhoneg « un nozvezh e Breizh »(une nuit en Bretagne) de sébastien guillou (sous-titréen frança…
  • RT @brezhonegbrest: Ce Mar'mousse (marmouz en breton) n'est pas à Brest, mais #SaintBrieuc n'est pas loin. Soutenons ceux qui créent leur c…