LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Keleier
Apr 23

Soutenit Stal.bzh!

Stal.bzh: ul lec’hienn evit ar brezhoneg en ekonomiezh!

Ul lec’hienn internet nevez a zo war ziorren evit renabliñ an embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg.  Un ostilh e vo evit kavout embregerezhioù, kevredigezhioù ha strollegezhioù hag a ginnig servijoù e brezhoneg, kement hag evit lakaat war wel intruduoù an dud a-vicher evit ar yezh.  Gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg eo e vez douget ar raktres abaoe 2017.


Daoust ma ‘z eo bihan bed ar brezhoneg, n’eo ket anat atav gouzout ez eus embregerezhioù hag a ginnig o servijoù e brezhoneg tro-dro deomp. Kavout ur preti, un artizan, ul labourer-douar hag a ra gant ar brezhoneg, setu pal Stal.bzh. Un arload a vo kinniget ivez evit ma vo aes an ostilh da implij war kement benveg, poellgomzer pe tablezenn.

 

Meur a live brezhoneg

E meur a zoare ez eus tu ober gant ar brezhoneg evel-just. D’ul live arouezel, gant anvioù produioù e brezhoneg, pe o souten ur gevredigezh lec’hel, dre skrid, dre gomz pe en ur ober gant ar yezh evit mont en-dro an embregerezh. Resisaet e vo kement-se war al lec’hienn gant an embregerezhioù o-unan. D’ar Sadorn 8 a viz Even e vo lañset ez-ofisiel al lec’hienn da vat e Langoned, da vare Gouel Broadel ar brezhoneg.

Enskrivañ embregerezhioù

Enlinenn emañ rak-lec’hienn ar Stal.bzh dija. Mod-se e c’hell an dud a-vicher krouiñ ur gont hag enskrivañ o embregerezh. Pedat ‘z eus bet  ouzhpenn 1 000 embregerezh o deus ul liamm gant ar brezhoneg da lakaat o anv. Kant embregerezh o deus krouet ur gont dija. A-bep seurt micherioù a vo kavet: grafourien, labourerien-douar, levrdioù, tredanerien, arzourien…

 

Arc’hantaouiñ a-stroll

Harpet e vez ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg gant Unvaniezh Europa evit ar raktres Stal.bzh, dre ar programm FEDER*. Mod-se e vez arc’hantaouet 50% eus an dispignoù. Met n’eo ket trawalc’h evit kas ar raktres da benn. Setu perak e vez lañset hiziv ur c’houlzad arc’hantaouiñ a-stroll dre al lec’hienn Kengo! Tizhout 5 000 € eo ar pal kentañ, evit ma vo tu lañsañ al lec’hienn Stal.bzh d’an 8 a viz Even. Ma vo tizhet ar pal-se e vo klasket rastellat 10 000€ evit an arload Stal.bzh ivez, evit ma c’hello pep hini kavout en un doare aes gant ur poellgomzer stalioù a ra gant ar brezhoneg tro-dro dezhañ!

Souten Stal.bzh

Tags:
embregerezhembregerezhioùstalStal.bzh


Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL