un packaging bilingue français breton

Pakadurezh divyezhek

Diskouezit hoc’h engouestl evit yezh ar vro gant ur pakadurezh divyezhek brezhoneg-galleg.

Eus listenn an aozennoù betek ar piktogramoù, pep tra a c’hell bezañ bet lakaet e div yezh war ur pakad produ.

65% eus ar vretoned a lavar eo tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg.

Implijout ar brezhoneg war ho pakadurezh :

    • a zisheñvel ho produoù
    • a ziskouez eo hoc’h embregerezh eus ar vro
    • a ziskouez hoc’h engouestl evit yezh ha sevenadur Breizh

v PELLGARGIT AR FICHENN ALIOÙ

Kavit amañ-dindan ur fichenn pdf digoust gant hon alioù war ar pakadurezh divyezhek.

PELLGARGAÑ AR FICHENN

v PELLGARGIT AR STURLEVR WAR AR C'HENHENTIÑ DIVYEZHEK

Kavit amañ-dindan hor sturlevr klok war ar c’hehentiñ divyezhek moullet. Ul levrig 32 bajenn gant pennreolennoù ar graferezh divyezhek, skouerioù liesseurt hag alioù.

DIZOLOIÑ AR STURLEVR

v IMPLIJIT HOR PICTOIOU DIVYEZHEK WAR HO PAKADUREZH

Kavout a reoc’h amañ-dindan piktogramoù divyezhek digoust evit brezhonekaat pakad ho produioù. E stumm .png int hag a galite uhel.

 

Kit e darempred ganeomp ma vank ur piktogram divyezhek deoc’h.

PELLGARGAÑ AN TEUL ZIP

v KAVIT UR POURCHASER.EZ EVIT KROUIÑ HO PAKADUREZH

A-wechoù e vez aesoc’h reiñ d’unan a-vicher kefridi ar c’hrouiñ.

Kavout a reoc’h war Stal.bzh ar grafourien.ezed hag an ajañsoù kehentiñ a anavezomp evit bezañ barrek gant ar graferezh divyezhek pe deiryezhek zoken.

Klikit war ar skeudenn.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.