Kehentiñ divyezhek moullet

Kehentiñ : ar sturlevr klok evit aozañ skorioù moullet

Brezhoneg em c’hehentiñ : perak ?

Liammet eo ar brezhoneg gant Breizh. Degas a ra un dalvoudegezh ouzhpenn da’m merk ha krouiñ a ra liammoù gant ma fratikoù. O lakaat war wel liammoù ma embregerezh gant ar brezhoneg e roan nerzh da skeudenn ma stal.


Ur merker tiriadel eo evit ma embregerezh, un doare kreñv da vezañ disheñvel ha da sachañ evezh ar pratik.

Empennañ, stummañ, aozañ, dibaboù grafek : penaos ober ?

Er sturlevr-mañ e kavoc’h pennreolennoù ur c’hehentiñ moullet gallek-brezhonek a-zoare,  penaos mont e darempred gant troourien ha troourezed ha kalz skouerioù pleustrek deoc’h da gemer skouer warno.

Guide de communication bilingue

Lennit hor sturlevr enlinenn war Calameo.

Kavout a rit an teir fennreolenn evit ur c’hehentiñ divyezhek galleg-brezhoneg kempouez ha skouerioù gwir niverus displeget ganeomp.

page 6 et page 7 du guide sur la communication bilingue français-breton

v PELLGARGIT AR STURLEVR KLOK

Pellgargit al levrig klok “Kehentiñ divyezhek. Sturlevr pleustrek evit an embregerezhioù hag an ajañsoù kehentiñ”.

PELLGARGIT AL LEVRIG 32 BAJENN

v KAVIT UR POURCHASER EVIT KROUIÑ HO SKORIOÙ KEHENTIÑ

Kavit war ar roll-embregerezhioù Stal.bzh ar re a-vicher war ar c’hehentiñ hag ar graferezh evit empennañ ho skorioù kehentiñ divyezhek.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v IMPLIJIT HOR PICTOIOÙ DIVYEZHEK WAR HO PAKADUREZH

Kavout a reoc’h amañ-dindan piktogramoù divyezhek digoust evit brezhonekaat pakad ho produioù. E stumm .png int hag a galite uhel.

TELECHARGEZ LE FICHIER ZIP

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.