Lañset eo ar raklec’hienn Stal.bzh !
Ul lec’hienn internet nevez a zo war ziorren evit renabliñ an embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg. Un ostilh e vo evit kavout embregerezhioù, kevredigezhioù ha strollegezhioù hag a ginnig servijoù e brezhoneg, kement hag evit lakaat war wel intruduoù an dud a-vicher evit ar yezh. Gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg eo e vez douget ar raktres abaoe 2017.
Daoust ma ‘z eo bihan bed ar brezhoneg, n’eo ket anat atav gouzout ez eus embregerezhioù hag a ginnig o servijoù e brezhoneg tro-dro deomp. Kavout ur preti, un artizan, ul labourer-douar hag a ra gant ar brezhoneg, setu pal Stal.bzh. Un arload a vo kinniget ivez evit ma vo aes an ostilh da implij war kement benveg, poellgomzer pe tablezenn.
Meur a live brezhoneg
E meur a zoare ez eus tu ober gant ar brezhoneg evel-just. D’ul live arouezel, gant anvioù produioù e brezhoneg, pe o souten ur gevredigezh lec’hel, dre skrid, dre gomz pe en ur ober gant ar yezh evit mont en-dro an embregerezh. Resisaet e vo kement-se war al lec’hienn gant an embregerezhioù o-unan. D’ar Sadorn 8 a viz Even e vo lañset ez-ofisiel al lec’hienn da vat e Langoned, da vare Gouel Broadel ar brezhoneg.
Enskrivañ embregerezhioù
D’an 20 a viz C’hwevrer eo bet lakaet ur rak-lec’hienn Stal.bzh en-linenn dija. Savet eo bet ar stumm gentañ-se evit ma c’hellfe an embregerezhioù en em enskrivañ ha krouiñ ur fichenn evit o stal. Ar pal a zo reiñ amzer dezho da grouiñ ur gont evit ma vo tu da implijerien al lec’hienn kavout embregerezhioù kerkent ha ma vo lañset al lec’hienn evit an holl d’an 8 a viz Even. Ur bedadenn dre lizher evit lakaat e anv a zo bet kaset da ouzhpenn mil embregerezh. Renablet int bet gant ar gevredigezh, dre m’o deus marteze ul liamm gant ar brezhoneg. Ul lodenn vat anezho n’int ket anavezet gant dougerien ar raktres avat. Setu perak e vo laouen ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg gouzout peseurt embregerezhioù a c’hell kaout o flas war al lec’hienn www.stal.bzh. Pep hini a c’hell kas titouroù neuze dre bostel d’ar chomlec’h contact(at)stal.bzh pe oc’h en em lugañ war-eeun war ar rak-lec’hien www.stal.bzh.