LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
boite à outils breton
  • Da lenn
  • Keleier
Nov 18

NEVEZ : boest ostilhoù

Ur voest ostilhoù evit an embregerezhioù.

E 2019 hon eus krouet STAL.BZH (ar bloaziadur evit kavout tud a implij pe a skoazell ar brezhoneg) gant ar soñj en deus ar brezhoneg e blas e bed an ekonomiezh.

Diouzhtu war lec’h e oa deuet deomp ar soñj mont pelloc’h ganti. Ar c’hoant hon oa da ginnig ur voest ostilhoù niverel evit an embregerezhioù. E-touez an ostilhoù-mañ e vefe danvez, alioù, fichennoù-pleustrek, darempredoù pourchaserien ha skouerioù da bellgargañ evit skoazell ar re o doa c’hoant da reiñ ur plas d’ar brezhoneg en oc’h embregerezh. Met ur sturlevr pleustrek a vefe ivez evit bodañ hon holl alioù liammet gant ar c’hehentiñ moullet.

Hiziv eo deuet da vezañ gwir hor soñjoù ha laouen omp o kinnig deoc’h hor boest ostilhoù evit lakaat brezhoneg en ho stal.

skeudenn boset ostilhoù - illustration boite à outils

E-barzh e kavoc’h 4 zem : brezhoneg em froduioù, brezhoneg em c’hehentiñ, brezhoneg gant ma fratikoù ha brezhoneg em skipailh.

18 rubrikenn a zo evit gouzout, da skouer, penaos sevel ur skritell divyezhek, gant piv mont e darempred evit enrollañ ur standard pellgomzer e brezhoneg, penaos kehentiñ e div yezh war ar rouedadoù sokial, penaos diorren ul lec’hienn divyezhek pe liesyezhek, hag all…

Ul levrig divyezhek anvet “Kehentiñ divyezhek. Sturlevr pleustrek evit an embregerezhioù hag an ajañsoù kehentiñ” hon eus embannet. Gallout a reoc’h pellgargañ anezhañ e stumm pdf ivez en ur glikañ amañ.

Skoazellet eo bet Mignoned ar Brezhoneg evit kas a-benn ar raktres gant ar Redadeg. Trugarez vras d’an holl rederien ha rederezed !

C’hoant hon eus da drugarekaat ivez hor c’hevelerien, Ofis publik ar Brezhoneg hag ar Rouedad Produet e Breizh, hag o deus kenlabouret asambles ganeomp war ar raktres evit ma vo brav ha talvoudus. Trugarez vras ivez d’hor grafour, Mathieu Le Guern (met Krank Du vez graet anezhañ) hag en oa labouret, dilabouret hag adlabouret war ar sturlevr.



Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL