Ostilhoù e brezhoneg evit an embregerezhioù

Ur yezh evit ar pemdez eo ar brezhoneg. Krouet hon eus STAL.BZH gant ar soñj en deus ar brezhoneg e blas e bed an ekonomiezh.

War ar bajenn-mañ e kinnigomp deoc’h ostilhoù e brezhoneg evit an embregerezhioù. E-touez an ostilhoù-mañ e kavoc’h danvez, alioù, darempredoù ha skouerioù da bellgargañ digoust evit ho skoazellañ da reiñ ur plas d’ar brezhoneg en hoc’h embregerezh.

logo stal.bzh

BREZHONEG EM FRODUIOÙ

PAKADUREZH DIVYEZHEK

Kavit amañ alioù ha darempredoù evit krouiñ pakadurezhoù divyezhek evit ho produoù.

ROLL-PRED DIVYEZHEK

Kavit amañ penaos pediñ ar brezhoneg en ho preti hag ur skouer roll-meuzioù teiryezhek galleg brezhoneg ha saozneg.

ANV PRODU

Roit un ene ouzhpenn d’ho produ gant un anv e brezhoneg. Heuliit hon alioù pe kavit un den a-vicher evit dibab un anv dibar o klikañ amañ.

BREZHONEG EM C’HEHENTIÑ

AR STURLEVR KLOK

Hor sturlevr gant alioù ha skouerioù pleustrek evit empennañ skorioù kehentiñ divyezhek.

Da gavout amañ

BREZHONEG WAR AR ROUEDADOÙ

Penaos ober gant ar brezhoneg war ar rouedadoù sokial ? Hor fichenn alioù ‘zo da gavout amañ.

LAKAAT MA ENGOUESTL EVIT YEZH AR VRO WAR WEL

Engouestlet eo ho stal evit ar brezhoneg ?

Urzhit ur pegsun evit kelaouiñ ho pratikoù.

Kaset e vo deoc’h digoust.

PANELLEREZH DIVYEZHEK

Ouzh ar rakstal, war ar parklec’h, e-barzh ar stal pe er burevioù…

N’eo ket diaes lakaat e plas ur panellerezh divyezhek. Kavit amañ hor fichenn alioù ha pegsunioù talvoudus evit brezhonekaat ho purevioù.

LEC’HIENN INTERNET DIVYEZHEK

Kavit amañ hon alioù evit lakaat e plas ul lec’hienn divyezhek pe liesyezhek.

Soñjit en astenn .bzh

KOMBOD BRUDEREZH DIVYEZHEK

Skritelloù er straed, follennoù-nij e ti an douristed, ur c’hombod en ur gazetenn…

Penaos ha perak kehentiñ e brezhoneg ? Titouroù da gavout amañ.

BREZHONEG GANT MA FRATIKOÙ

PEDADENNOÙ DIVYEZHEK

Pedadennoù divyezhek a zo aes da lakaat e plas ha sachañ a raio evezh ho pratikoù.

Pellgargit amañ ur bedadenn skouer.

BREZHONEG EM LIZHIRI & POSTELOÙ

Sinadur, geriennoù sevended, talbenn pe traoñ pajenn…

N’eo ket diaes pediñ ar brezhoneg e-barzh ho lizhiri.

Sellit amañ ouzh ur skouer.

RAKPRIZOÙ & FAKTURENNOÙ DIVYEZHEK

Ho chomlec’h e div yezh, un nebeud mennegoù ouzhpenn…

N’eus ket netra aesoc’h ! Sellit amañ ouzh ur skouer digoust.

KARTENNOÙ GWELADENNIÑ & FEALDED

Sachit evezh ho tarempredoù gant ur gartenn-vizit divyezhek.

Ha perak pas ur gartenn-fealded divyezhek ? Kavit ur skouer amañ.

RESPONTER / STANDARD

Ho kemennadenn responter pe ho standard pellgomzer e brezhoneg.

PENAOS OBER ?

BREZHONEG EM SKIPAILH

TALVOUDEKAAT BARREGEZHIOÙ MA GOPRIDI

N’eo ket aes gouzout peseurt yezhoù ‘vez komzet gant an dud.

Kavit amañ un nebeud alioù evit lakaat war wel e vez komzet brezhoneg en hoc’h embregerezh.

STUMMAÑ MA GOPRIDI

Stummadurioù hir, stummadurioù berr, kentelioù da greisteiz a-hed ar bloaz…

Deuit e darempred gant an aozadurioù stummañ.

TUTAÑ UR BREZHONEGER.EZ

Embann ur c’hinnig post war Labourzo.org pe c’hoazh mont e darempred gant servij heñchañ Stumdi e c’helloc’h ober !

SKOAZELL AR YEZH GANT MA GOPRIDI

Kreñvoc’h e vo al liammoù etre ho kenlabourerien.ezed ma vez kinniget dezho un abeg a-stroll.

Ha perak pas stourm evit ar brezhoneg ? Hon arguzennoù amañ !

STAL.BZH : ul lec’hienn evit ar brezhoneg en ekonomiezh.

Savet hon eus ul lec’hienn internet evit renabliñ an embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg.

Un ostilh  evit kavout embregerezhioù ha stalioù hag a ginnig servijoù e brezhoneg, kement hag evit lakaat war wel intruduoù an dud a-vicher evit ar yezh.  Digoust eo an enskrivañ.

Brezhoneger.ez oc’h ha merour.ez ur stal ? Brezhonegerien.ezed a zo e-touez ho kopridi ? Panellerezh divyezhek pe ul lec’hienn divyezhek ho peus lakaet e plas evit brudañ ho stal ? Kemer a reoc’h perzh er Redadeg pe skoazell a reoc’h en un doare all ar brezhoneg e anv ho stal ? Lakait anv hoc’h embregerezh war Stal.bzh !

Urzhiit ur pegsun Stal.bzh hag a ziskouezo d’ho pratikoù hoc’h engouestl evit ar brezhoneg.

poellgomzer gant an arload stal.bzh

Pellgargit an holl fichennoù-alioù e brezhoneg a zo war ar voest-ostilhoù  o klikañ amañ. (6Mo)

skeudenn boset ostilhoù - illustration boite à outils
Petra a gas ar brezhoneg d’an ekonomiezh ?

Sellit amañ ouzh respont Malo Bouessel du Bourg, rener Produet e Breizh, ouzh mikro Mignoned ar Brezhoneg (atersadenn e galleg).

Krouet eo bet gant Mignoned ar Brezhoneg an holl ostilhoù, fichenn-alioù hag ar sturlevr pleustrek diwar-benn ar c’hehentiñ divyezhek. Gallout a reoc’h kemer harp outo pe mont e darempred ganeomp ma fell deoc’h bezañ skoazellet.

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ ma fell deoc’h resevout an ostilhoù nevez kerkent ha krouet !

Koumanantit da lizher-kelaouiñ Stal.bzh (ur postel bep tri miziad d’ar muiañ).

Trugarez d’hor c’hevelerien hag o deus labouret asambles ganeomp evit krouiñ ar voest ostilhoù :

logo Ar Redadeg
logo rouedad produet e breizh