Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel. Hor rouedad tud a vicher a ginnig servijoù d’an embregerezhioù evit gwellaat plas ar brezhoneg.

UR VOEST OSTILHOÙ EVIT AN EMBREGEREZHIOÙ

O klask ostilhoù digoust evit lakaat brezhoneg en hoc’h embregerezh ? Aze emañ !

skeudenn boset ostilhoù - illustration boite à outils
STAL.BZH : ul lec’hienn evit ar brezhoneg en ekonomiezh.

Savet hon eus ul lec’hienn internet  evit renabliñ an embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg.

Un ostilh  evit kavout embregerezhioù ha stalioù hag a ginnig servijoù e brezhoneg, kement hag evit lakaat war wel intruduoù an dud a-vicher evit ar yezh.  Digoust eo an enskrivañ.

Urzhiit ur pegsun Stal.bzh hag a ziskouezo d’ho pratikoù ho engouestl evit ar brezhoneg.

Treiñ e brezhoneg

Brezhoneg – Galleg – Saozneg

Meur a bourchas e kinnigomp :

  • Restr berr,

Skritell, follenn-nij, roll-pred, panell titouroù…

  • Restr hirr,

Lec’hienn internet, katalog…

  • Koumanant bloaziek,

Koumanantit a-hed ar bloaz evit kaout troidigezhoù berr war ar prim, hervez hoc’h ezhommoù. Ur benveg a-feson evit ho kehentiñ divyezhek war ar rouedadoù sokial…

Pegsunioù lec’hiañ diabarzh

Ur blankenn pegsunioù divyezhek evit hoc’h embregerezh amañ.

Graferezh

Reiñ alioù deoc’h, ijinañ, sevel… gant ur sell arbennik war plas ar yezhoù.

Galloud a reomp ho skoazell d’ober ho panellerezh, ur skritell, ur plegfollen, ur packad divyezhek.

Badjoù gant liv hoc’h embregerezh

Ur mekanik badj zo ganeomp ! Kinnig a reomp deoc’h badjoù rond 56mm graet e Gwened. Galloud a reomp implij ur skeudenn kaset ganeoc’h pe krouiñ ar skeudenn war hoc’h evezhiadennoù (hag e brezhoneg neuze) !

Video
  • Istitlañ e brezhoneg–galleg,
  • Roll anvioù divyezhek,
  • Tutorial staliañ,…

E-touez izili ar gevredigezh e vez tud a-vicher war ar video hag a c’hell ober roll-anvioù divyezhek, istitloù, filmoùigoù bevaat evit tutorial brezhoneg-galleg da skouer.

Identelezh verk

Skoazell a reomp ac’hanoc’h evit dibab ul lugan e brezhoneg, anvioù produioù, un anv merk… 

DONT DAVEDOMP
FIZIAÑS O DEUS ENNOMP

Labourat gant Mignoned ar brezhoneg a fell deoc’h ober?