LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français

“Emdreiñ a ra ar gevredigezh (...) Dizoleiñ, eskemm ha prederiañ a vo graet neuze e kêriadenn an niverel” | #GBB2017

Prederiañ war ar brezhoneg e bed an niverel
Apr 10

Emdreiñ a ra ar gevredigezh ha brasoc’h-brasañ plas an ostilhoù niverel e buhez an dud. A-bouez eta d’ar brezhoneg mont da-heul lusk ar gevredigezh. Setu perak ez eus bet dibabet gant aozerien Gouel broadel ar brezhoneg 2017 lakaat ar gaoz war-se, dre aozañ kêriadenn an niverel.

Pa vije gant Ofis Publik ar Brezhoneg, gant kevredigezh an Drouizig pe gant hiniennoù ez eus bet troet e brezhoneg un toullad ostilhoù dija. Meziantoù evel Firefox pe LibreOffice a gaver, lec’hiennoù evel Wikipedia pe Facebook a c’heller implijout e brezhoneg pe zoken un nebeud c’hoarioù (Steredenn, Minecraft…). E kêriadenn an niverel e vo lakaet an dud da zizoleiñ an ostilhoù-se, da staliañ anezho war o binviji ha da amprouiñ ar meziantoù, pe c’hoazh da eskemm gant an droerien.

Lakaat ar gaoz war an ezhommoù

Buan ec’h emdro ostilhoù an niverel, hag a-boan gounezet Facebook e brezhoneg e vije ret kaout Snapchat pe Instagram da skouer.
Evit klask derc’hel da vont gant an hent boulc’het ha kas ar preder war-raok e vo dalc’het un daol-grenn d’ar Sadorn 20 a viz Mae e kreizig-kreiz Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned. Lakaet e vo ar gaoz eta war an ezhommoù : penaos kaout ur GPS a oar brezhoneg pe ober gant hor yezh war ar rouedadoù sokial? Gant peseurt aozadur e c’hell seurt raktres bezañ douget? Penaos arc’hantaouiñ an diorren? Penaos kendrec’hiñ an embregerezhioù da ginnig ar brezhoneg e-touez yezhoù o frogrammoù?
Evit kement ostilh niverel ez eus ur pezh labour treiñ fonnus ha lakaet e vo war-wel an diaez m’eo a-wechoù da gas da benn gant nebeut a dud. Met arloadoù nevez diorroet e brezhoneg a c’hellfe dedennañ implijerien e yezhoù all ivez. Peadra marteze da ijinañ ur patrom ekonomikel evit micherelaat lusk an niverel e brezhoneg?
Dizoleiñ, eskemm ha prederiañ a vo graet neuze e kêriadenn an niverel. Peadra da zedennañ an arbennigourien kement hag ar frioù kurius.

Embannet gant Yves-Marie Derbré-Salaün er gazetenn Ya!



Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL