LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français

“Kalzig tud e bed ar brezhoneg a vez o stourm e luskadoù ekologel pe sokial. Peseurt liammoù a zo etre ar brezhoneg hag ar stourmoù-se?” | #GBB2017

“Perak ha penaos stourm e brezhoneg?”
May 06

Kalzig tud e bed ar brezhoneg a vez o stourm e luskadoù ekologel pe sokial. Peseurt liammoù a zo etre ar brezhoneg hag ar stourmoù-se? Setu tem an daol-grenn a vo aozet d’an 20 a viz Mae e Langoned da vare Gouel broadel ar brezhoneg 2017.

Stourmerien Dour & stêrioù Breizh, a-enep al lezenn El-Khomri, feministed, tud a-enep ar mengleuzioù, an nukleel pe an OGK, setu lod eus ar re a gemero perzh. Met ne vo ket tud o komz eus un tu ha tud all o selaou ouzh an tu all. Eskemm a vo ar pal ha pep hini a c’hello kemer perzh. Gant Tugdual Kerluer, kazetenner Radio Kreiz Breizh, e vo lusket an eskemmoù. E galleg hag e yezh ar sinoù e vint jubennet war ar prim. Da gentañ e c’hello pep hini kinnig buan-ha-buan e stourm. Goude-se vo goulennet digant ar berzhidi e peseurt mod e vez graet gant ar brezhoneg en o stourmoù. Daoust hag anat eo dezho? Penaos bezañ komprenet gant ar muiañ niver? Daoust hag eo ret displegañ bep tro d’o c’heneiled? Penaos e kendrec’hont anezho eo reizh ober gant ar brezhoneg?

“Gardarem lo Larzac!”

Hiziv an deiz eo emskiant an nevezvrezhonegerien eus pouez liesseurted ar yezhoù. Komprenet e vez mat ganto ivez eo ret doujañ d’an natur ha mirout pinvidigezh an ekosistem. Met n’eo ket ken anat atav d’an dud a vez o vanifestiñ a-enep aerborzh Kernitron-al-Lann da skouer, eo talvoudus ar brezhoneg. Penaos bezañ gouest da gendrec’hiñ ar muiañ niver neuze eo ret ober traoù evit saveteiñ hor yezh, ma n’omp ket gouest da reiñ an dra-se da gompren d’ar re a zo kizidikaet d’an ekologiezh dija? Marteze e c’hell ar vrezhonegerien tennañ gounit eus an emskiant hag eus ar stourmoù ekologel ha sokial evit kas ar brezhoneg war raok, dre an doare da welet ar bed hag ivez dre an doareoù da stourm. Eus un tu all n’eo ket dibosupl e c’hellfe ar yezhoù lec’hel degas un nerzh ouzhpenn da seurt stourmoù. Ul lugan okitanek a zeu deomp da skouer pe soñjer en unan eus stourmoù brudetañ an dekvloazioù tremenet!



Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL