Kavout embregerezhioù hag a skoazell pe a ra gant ar brezhoneg a c’hell an dud kar-o-yezh ober gant al lec’hienn internet Stal.bzh, ha gant an arload. War ar memes-tro e vez roet talvoudegezh d’an embregerezhioù dre o liamm gant ar yezh.
Titouret e vez implijerien Stal.bzh war an doare ma vez graet gant ar brezhoneg en embregerezhioù. Gant an embregerezhioù o-unan e vez respontet da c’houlennoù evit reiñ da c’houzout peseurt mod e skoazellont pe e implijont ar brezhoneg.
Heñchet eo GBB, Gouel Broadel ar Brezhoneg abaoe 2015 gant Mignoned ar Brezhoneg. Pal an darvoud-rannvroel-mañ eo tolpad ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed, ar re a zesk ha tout an dud e karantez gant ar yezh, evit obererezhioù e brezhoneg. Gant ur gwir youl evit ma vo ar yezh o vevañ, pal ar gouel eo ivez lakaat an dud da zizoleiñ liesseurted ar c’hrouadennoù e brezhoneg. E-pad un dibenn-sizhun, e GBB, ar yezh ofisiel eo ar brezhoneg!
Heñchet e vez gant Mignoned ar Brezhoneg abaoe 2021, ur raktres gant meur ha berzhiad. Pal ar c’houlzad kehentiñ “ecole.bzh” eo tolpad ar strivoù graet gant aktourien·ezed an deskadurezh e brezhoneg er skol. Labouret e vez a-stroll gant Rannvro Breizh, Ofis Publik ar Brezhoneg, rouedadoù kelenn Div Yezh, Divaskell ha Diwan, gant rouedad an Deskadurezh Katolik, Ker Roazhon, kevredigezhioù Kelennomp ha Kevre Breizh. Savet e vez ganeomp ostilhoù kehentiñ skignet e Breizh a-bezh. Skritelloù, bruderezh, lec’hienn internet, evit kelaouiñ ar gwellañ kerent ar skolidi·iadezed war pinvidigezh an hentad divyezhek pe dre soubidigezh er skol.
Kinniget e vez gant Mignoned ar Brezhoneg ur voutik enlinenn gevredigezhel evit skignañ ha gwerzhañ produioù a bep seurt ijinet e brezhoneg. Pladennoù, seier, dilhadoù, c’hoarioù… Kavet e vo ganeoc’h boued evit brezhonekaat ho puhez pemdeziek!
Kinnig a ra ar gevredigezh tañva ar brezhoneg war ar prim. Evit dizoloiñ ar yezh en ur c’hard eur e-kreiz ho tarvoud! Emgav ebet, netra da notenniñ, pell eus ar sal-glas, posubl eo ivez deskiñ ar brezhoneg war ar prim ha d’un doare skañv-tre!
Kinnig a reomp deoc’h ostilhoù e brezhoneg evit an embregerezhioù. E-touez an ostilhoù-mañ e kavoc’h danvez, alioù, darempredoù ha skouerioù da bellgargañ digoust evit ho skoazellañ da reiñ ur plas d’ar brezhoneg en hoc’h embregerezh.
Restr berr : Skritell, follenn-nij, roll-pred, panell titouroù…
Restr hir : Lec’hienn internet, katalog…
Koumanantit a-hed ar bloaz evit kaout troidigezhoù berr war ar prim, hervez hoc’h ezhommoù. Ur benveg a-feson evit ho kehentiñ divyezhek war ar rouedadoù sokial…
Reiñ alioù deoc’h, ijinañ, sevel… gant ur sell arbennik war plas ar yezhoù. Gallout a reomp ho skoazell d’ober ho panellerezh, ur skritell, ur plegfollen, ur pakad divyezhek.
Skoazell a reomp ac’hanoc’h evit dibab ul lugan e brezhoneg, anvioù produioù, un anv merk.
Ur mekanik badj zo ganeomp ! Kinnig a reomp deoc’h badjoù rond 56mm graet e Gwened. Gallout a reomp implij ur skeudenn kaset ganeoc’h pe krouiñ ar skeudenn war hoc’h evezhiadennoù (hag e brezhoneg neuze) !
Kinnig a reomp deoc’h :
1 deltenn 3×3 m orañjez
2 deltenn 10×5 m gwenn
Kinnig a reomp deoc’h 7 Talkies-walkies.
Kinnig a reomp deoc’h gobeledoù 25 pe 50 cl.
No Comments
Sorry, the comment form is closed at this time.