ECOLE.BZH : TESTENIOÙ EVIT TREUZKAS AR YEZH
Ur c’houlzad kehentiñ evit kelaouiñ ar familhoù
Abaoe 2020 emañ Mignoned ar Brezhoneg o skoazell ar skolioù brezhoneg an “3 Di” (Diwan, Div Yezh, Divaskell) evit kelaouiñ ar familhoù eo posupl d’o bugale deskiñ brezhoneg adalek ar skol-vamm e muioc’h eget 300 skol.
Er straedoù, en tiez-bara, war ar rouedadoù…
Evit hen ober hon eus dasparzhet skritelloù a bep ment, pleg-follennoù ha seier bara gant al lugan “Grâce au breton, je serai bilingue – Gant ar brezhoneg e vin divyezhek”. Gitonioù zo bet profet d’ar skolioù ha d’an tiez-kêr a oa laouen da gemer perzh ivez.
N’eo ket bet disoñjet ar c’hehentiñ niverel kennebeut hag e embannomp bep sizhun pennadoù war ar rouedadoù da vare kreñv ar c’houlzad kehentiñ (miz Meurzh, da vare dorioù digor ar skolioù). E 2024 hon eus kenlabouret gant ar youtuber Komz Brezhoneg evitañ da sevel ur video.
Ul lec’hienn a vod an titouroù diwezhañ
Pep skor kehentiñ a gas an dud dedennet war ur memes lec’hienn : Ecole.bzh
Enno e vez kavet gant an dud titouroù diwar-benn an divyezhegezh, roll ar skolioù ha raktresoù digeriñ evit miz Gwengolo a zeu, un deiziataer gant an dorioù digor aozet gant ar skolioù. Krouet hon eus testenioù a bep seurt evit sikour ar gerent o defe c’hoazh goulennoù.
En testenioù-se, berr anezho, e vo kavet tud liesseurt : tadoù ha mammoù a gomz brezhoneg pe na gomz ket brezhoneg hag o deus graet choaz ar brezhoneg evit o bugale, tud o deus desket brezhoneg er skol, kelenner ha kelennerez a zispleg deomp ar vuhez pemdeziek en o c’hlas.
Kit war Ecole.bzh evit selaou ouzh an testenioù : )