Brezhoneg prim : urzhiañ boued hag evaj e brezhoneg
Gouelioù, festoù-noz ha festivalioù a zo lec’hioù a-zoare evit reiñ un tañva d’ar brezhoneg d’an arvesterien (tud ar vro pe touristed).
Kinnig a ra Mignoned ar Brezhoneg d’ar c’hevredigezhioù a aoz gouelioù levrigoù ha gitonioù da amprestiñ deomp evit deskiñ urzhiañ boued hag evaj e brezhoneg ouzh ar c’hontouer.
Un doare simpl da lakaat ar brezhoneg war wel ha tro ho po marteze da glevout “ur banne bier mar plij” ur wech pe ziv. [Klikit war lenn amañ-dindan evit klevout ar frazenn diouzhtu].
Klikit amañ evit sellet hon holl mennozhioù evit degas ar brezhoneg er gouelioù.
Kit davedomp evit gouzout hiroc’h : 06 11 70 65 92 pe dre bostel contact@mignoned.bzh