“Ma, c’hoari (...) deoc’h-c’hwi e vo da gemer perzh! Goulennoù sirius, goulennoù fentus, goulennoù digor da neb a gar!” | #GBB2017
D’ar Sadorn 20 a viz Mae e teuio Sten Charbonneau (APLUD) da luskañ c’hoarioù a-stroll e-pad Gouel broadel ar brezhoneg 2017. Peadra da gaout plijadur ha da c’hoarzhiñ asambles.
Ya!: Sten, petra a vo kinniget ganeoc’h e Langoned?
Sten Charbonneau: C’hoarioù, evel-just! Gwelet ’peus bet, moarvat, ar rummad c’hoarioù nevez war ar chadenn Brezhoweb, “C’hoari ha Deskiñ”, lec’h ma vez pedet deskarded, skolajidi ha liseidi, pe brezhonegerien a-vihanik da respont ouzh goulennoù diwar-benn ar c’hemmadurioù, an troioù-lavar pe gerioù temoù resis ‘zo? Ma, c’hoari a seurt-se a vo kinniget. Met deoc’h-c’hwi e vo da gemer perzh! Goulennoù sirius, goulennoù fentus, goulennoù digor da neb a gar!
Ya!: Daoust hag e c’hello an holl kemer perzh?
Sten Charbonneau: Evel-just! Dre skipailhoù tri den e vo c’hoariet, ha n’eo ket ret d’an tri anezho bezañ brezhonegerien ampart: trawalc’h e vo ma ‘z eus unan e pep skipailh, eviti/evitañ da c’hellout respont d’ar goulennoù, skoazellet gant ar re all evel-just. Neuze grit buan ho soñj, pedit ho familh, mignoned hag amezeien, ha lakait hoc’h anv evit dont da c’hoari ganeomp! Mod-all e vo posupl d’an holl a vo war al lec’h sevel skipailhoù war ar prim gant tud all a vo deuet da Langoned. Met gwelloc’h e vefe deoc’h lakaat hoc’h anv en a-raok, kenkaz ne vefe ket plas a-walc’h d’an holl da c’hoari! Ha domaj e vefe, rak ur profig a vo a-berzh skipailh Gouel broadel ar brezhoneg evit ar re a vo o c’hoari ganeomp!
Ya!: Penaos e tro ar bed gant APLUD, c’hoarioù nevez a zo war ar stern?
Sten Charbonneau: Ya! Hag unan a vo kinniget just a-walc’h da c’hoari war al lec’h ha da werzhañ e vo ivez! “N’out ket ‘barzh”, ur c’hoari evit ar vrezhonegerien ampart, pe ar re o klask ober gant ar yezh abaoe nebeut a amzer, hag a fell dezho c’hoarzhin gant o familh pe gant o mignoned, met ivez evit an holl re pe e vefent gant kentelioù-noz pe stajoù brezhoneg da skouer. Ur c’hoari “divizout” eo, lec’h ma vez goulennet digant ar c’hoarierien echuiñ frazennoù simpl en ur implijout unan eus ar respontoù a zo war ar c’hartennoù en o daouarn. Dibabet e vez goude-se ar respont gwellañ: fent ha c’hoarzh da gaout! Diouzh an tu all eo bet nevesaet kartennoù “Din an Dorn”, war 40% outo e kaver bremañ goulennoù nevez! Peadra da astenn ar c’hoari… Pe d’e brenañ, ma n’ho peus ket bet tro d’ober c’hoazh!
Embannet gant Divi Kerneis er gazetenn Ya!