Ostilhoù treiñ ha mouezh sintetek
Ostilhoù treiñ
Gallout a rit implijout binvioù treiñ a bep seurt a c’haller kaout e yezhoù disheñvel evit treiñ eus ar galleg d’ar brezhoneg met ivez evit treiñ un destenn eus yezhoù disheñvel d’ar brezhoneg, ar c’hontrol o vezañ ma c’haller ivez evel-just.
Gallout a reer menegiñ ar benveg Google treiñ a dro war ar prim gerioù, troiennoù ha pajennoù Web etre ar galleg hag ouzhpenn 100 yezh all, ar brezhoneg en o zouez.
Ar servij DeepL, eus un embregerezh alaman, zo ivez ur servij treiñ hag a laka ar brezhoneg e-barzh hag a ginnig an treiñ en ouzhpenn 100 yezh.
Evit echuiñ e vo meneget servij treiñ Ofis publik ar brezhoneg evit testennoù bevennet da 5000 arouezenn. Gantañ e c’haller ivez ober ur sintezenn ar vouezh e brezhoneg evit testennoù bevennet da 150 arouezenn.
Menegomp ivez bank roadennoù geriadurel Ofis publik ar Brezhoneg. An diaz roedennoù a c’haller lenn enlinenn evit netra diwar ar brezhoneg pe ar galleg. Ennañ e kaver termenoù arbennikaet war dachenn ar c’henwerzh peurgetket. Sellit ivez ouzh ar c’heriaouegoù arbennikaet war dachenn an obererezhioù (bank, ficherezh-blev, apotikerezh, lezapotikerezh, boued, bitellat, liorzhañ, dilhad, kirri, pastezerezh, beloioù…) pe ouzh geriaouegoù all war an temoù : darempredoù micherel, dafar burev, keodedelezh, rouedadoù sokial….
Mouezh sintetek
Gant ar benveg sintezenn vouezh Ofis Publik ar Brezhoneg e c’hallit sintezenniñ ur stumm mouezhiet eus n’eus forzh peseurt frazenn skrivet e brezhoneg.
Teir mouezh a c’haller kaout, e brezhoneg unvan : ur vouezh maouezed ha div vouezh paotred. Gantañ e c’haller sintezenniñ frazennoù betek 1000 arouezenn diwar binvioù treiñ all. Evit ezhommoù resis e c’hallit mont e darempred gant ofis publik ar brezhoneg (gwelet al liamm war al lec’hienn).




