Kinnig labour – Kargad·ez a gehentiñ
O tutañ emaomp ur c’hargad, pe ur gargadez a gehentiñ !
Dedennet out gant raktresoù liesseurt? O klask emaomp war-lerc’h un den evit sevel strategiezh kehentiñ ha brudañ raktresoù liesseurt ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, gant ul linenn stur memes tra : difenn ha lakaat war-well ar brezhoneg!
Setu amañ dindan ar c’hinnig :
Deskrivadur ar post
E-karg krouiñ ha diorren ar c’hehentiñ evit an holl raktresoù eus gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg emañ an den karget a gehentiñ. Ul labour treuz eo, e genlabour gant kenurzhierez Gouel Broadel ar Brezhoneg hag ar skoazeller·ez kenurzhiañ.
Kenarroud
Ur gevredigezh lezenn 1901 eo Mignoned ar Brezhoneg, gant 228 den a-youl vat, 8 den er c’huzul-merañ, ha 3 goprad·ez e leun amzer.
Aozet ‘vez d’un doare bloaziek Gouel Broadel ar Brezhoneg gant ar gevredigezh, ha leurenn-lañs An Taol-Lañs. Kenurzhiet vez ivez abaoe 2021 ar c’houlzad kehentiñ “ecole.bzh” evit brudañ ar c’helenn divyezhek e brezhoneg en holl skolioù katolik, publik, ha Diwan. E penn ar raktres Stal.bzh eo ivez Mignoned ar Brezhoneg : ul lec’hienn a vod ur rouedad tud a-vicher o implijout ar yezh.
Gant ar gevredigezh e vez kinniget ivez servijoù evit ar vrezhonegerion : ur boutik enlinenn gant produioù e brezhoneg kinniget gant ur rouedad kevredigezhel liesseurt, ha servijoù treiñ pe tañva d’ar brezhoneg.
Kefridioù
- Krouiñ a lakaat e plas strategiezh kehentiñ evit an holl raktresoù douget gant ar gevredigezh : GBB, Ecole.bzh, Stal.bzh.
- Kemer perzh evit aozañ darvoudoù ha bezañ skeudenn ar gevredigezh en diavaez.
- Neveziñ ha merañ lec’hiennoù liammet gant an holl raktresoù ar gevredigezh.
- Buheziñ ar rouedadoù sokial ha sevel lizhiri-kelaouiñ.
- Sevel skoroù kehentiñ paper ha niverel.
- Labourat e liamm gant pourchaserien (grafour·ez, mouller·ez, frammer·ez video…)
- Labourat gant ar skipailhoù a-youl vat ha buheziñ emvodoù.
- Sturiañ ha merañ lec’haveiñ ar c’houlzad kehentiñ ecole.bzh.
- Merañ an darempredoù gant ar mediaoù, ar gazetennerion ha kevelerion ar raktresoù.
Chemet ha doare-bezañ
- Stummadur war ar c’hehentiñ pe un domani liammet.
- Barregezhioù en em aozañ, ha spered intrudu.
- Bezañ gouest da labourat e-unan hag e skipailh ivez.
- Gouzout ragarveziñ ar priorelezhioù hag an traoù mallus. Barrek evit merañ traoù dic’hortoz.
- Mestroniañ ar meziantoù Adobe ha chadenn ar graferezh.
- Frammañ videoioù ha motion design evit filmoù-berr war ar rouedadoù sokial.
- Mestroniañ WordPress ha binvioù enframmañ web, ha mont en-dro ar SEO.
- Mestroniañ hag anavezout mat ar rouedadoù sokial.
- Bezañ gouest da gomz ha da skrivañ e brezhoneg (live B2 d’an nebeutañ).
- Barregezhioù skrivañ e galleg hag e brezhoneg.
- Bezañ gouest merañ ur budjed.
- Aotre-bleniañ B.
Anaoudegezh don ar yezhoù programmadur web ha barregezhioù kreñv e frammañ video a zo priziet. Kaout ur spered stourmer evit ar brezhoneg a zo priziet ivez.
Brezhoneg a zo ar yezh labour pennañ.
Kevrat
- Kevrat didermen (CDI), leun-amzer (35 eurvezh)
- Labour posubl d’an dibennoù-sizhun pe d’an noz.
- Difrejet e vez ar frejoù hent.
- Pell-labour a-zarn posubl.
- Gopr : war diazez a c’henemglev ECLAT strollad E, coeff 325, da lavaret eo 2 295 € kriz/miz.
- Deiziad kregiñ : an abretañ ar gwellañ.
Tutadur
An enskrivadurioù a zo da gas gant ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 20 a viz c’hwevrer 2025 d’ar prezidant Renan Kerbiquet, da contact@mignoned.bzh. Muioc’h a ditouroù war ar post : 07 76 32 29 70.