Piv omp ni?

Merc’hed ha paotred-ar-brezhoneg !

Tomm eo hor c’halon ouzh ar brezhoneg ha c’hoant hon eus da implijout hor yezh bemdez. Labourat a reomp war raktresoù liesseurt evit kas ar yezh er vuhez pemdeziek : er bed niverel, en ekonomiezh hag er stalioù, er sonerezh a-vremañ hag en darvoudoù. E-touez ar raktresoù brasañ douget ganeomp ho peus marteze dija klevet trouz eus :

  • Stal.bzh : al lec’hienn evit kavout a re a vicher a skoazell ar brezhoneg pe a labour e brezhoneg. Ur voest ostilhoù enlinenn evit ar re a-vicher hon eus krouet ivez. Dezho da greñvaat plas ar brezhoneg en o embregerezh!
  • An Taol-Lañs : al leurenn-lañs nemeti evit ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg.
  • Ar festival GBB : lidet a bep eil bloaz evit enori ar brezhoneg, ar brezhonegerezed, ar vrezhonegerien hag ar re a zo tomm o c’halon ouzh yezh ar vro.
  • Boutik.mignoned.bzh : hor boutik kevredigezhel evit kinnig produioù a vrezhoneka ho puhez en ur skoazell kevredigezhioù.
  • Ecole.bzh : ur c’houlzad kehentiñ bloaziek evit ar skolioù brezhonek (Diwan, Div Yezh, Divaskell).

Kinnig a reomp pourchasoù treiñ, abadennoù e brezhoneg war ar prim… evit kas ar brezhoneg e pep lec’h, en un arc’hantaouin ar gevredigezh. Digor bras omp d’ar c’hinnigoù kevelerezh. Evit gouzout hiroc’h e c’helloc’h lenn danevell obererezh diwezhañ ar gevredigezh.

ul lodenn eus ar skipailh

Ul lodenn eus ar skipailh. Foto S. Poulichet

Deuit davedomp !

Degemeret e vioc’h gant plijadur m’ho peus c’hoant da vont davedomp ! Statudoù ar gevredigezh a c’helloc’h kavout amañ. Ha war Helloasso e c’helloc’h emezelañ d’ar gevredigezh evit 10 €/bloaz.

Berr an amzer ganeoc’h ?

C’hoant ho peus skoazell ac’hanomp met ne c’helloc’h ket kemer perzh e buhez ar gevredigezh ? Galloud a reoc’h :

  • ober ur prof deomp war helloasso pe dre chekenn pe tennadenn SEPA (tu zo da lakaat ho tailhoù da zigreskiñ eus 66 % eus ar prof)
  • brudañ “Stal.bzh” ha “GBB & An Taol-Lañs” : komzit eus ar raktresoù, heuliit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial !

Hon harpañ

Skoazell ingal bep miz pe prim (HelloAsso)

Anavezet a laz hollek eo Mignoned ar brezhoneg hag engwiriet eo kas kuitañsoù kemedel evit an dud prevez hag an embregerezhioù.
Gallout a rit hon harpañ gant daou zaore disheñvel en ur lakaat ho tailhoù da zigreskiñ : gant ur skoazell ingal bep miz pe gant ur skoazell prim.

Skoazell ingal bep miz : urzh lemel SEPA

Ma faot’ deoc’h hor harpañ dre an doare-mañ eo dav deoc’h pellgargañ ar furmskrid PDF (urzh lemel SEPA), e leuniañ gant un DAB ​hag e gas d’ar gevredigezh d’ar chomlec’h-postel-mañ :
darempred[@]mignoned.bzh
pe d’ar chomlec’h-post-mañ :
Mignoned ar brezhoneg
Ti ar Vro Bro Gwened
3 Rue de la Loi / Straed al Lezenn
56000 Gwened / Vannes

Tud prevez
Dre lezenn an 18 a viz Genver 2005 ez eus tu da lakaat ho tailhoù da zigreskiñ eus 66 % eus an profoù reit da bep aozadur a laz hollek betek 20 % eus e gorvoder rik telladus evit pep donezoner.
Pa ran ur donezon eus 100 € dre v-Mignoned ar brezhoneg, ne vo paeet ganin nemet 34 €.
Ma c’hellan ober ur prof hollek eus 100 €, e c’hellin ober un donezon eus 290€. Resevet ‘vo 290 € gant ar gevredigezh hag e c’hellin diskontiñ eus ma zailhoù 66 % eus ma donezon, da lâret eo 190 €. N’em bo paeet nemet 100 € ‘benn ar fin.

Embregerezhioù :
Droad o deus ivez an embregerezhioù diskontiñ 60 % eus an donezonoù eus o zelloù war an embregerezhioù pe telloù war ar c’horvoder (hervez o statud) betek 0,5% eus ar c’hengreadur.