Diorren implij ar brezhoneg

Un ostilh evit ar brezhoneg eo “Mignoned ar brezhoneg”. Brudañ ha diorren ar yezh, en o vont davet oberourien·ezed ar gevredigezh Vreizhek eo he fal. Kinnig pourchasoù a bep seurt a vez graet ganti, evit sikour an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù dreist-holl, d’ober gant ar yezh.

Ouzhpenn kinnig ar servijoù-se eo pal “Mignoned ar brezhoneg” aozañ darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg, evit an holl, a live Breizh a-bezh. Kelaouiñ an dud, tost ouzh ar brezhoneg pe pelloc’h diouti, a vez graet dre an oberennoù-se, evit reiñ lañs da adperc’hennidigezh ar yezh.

Piv omp ni ?

Stal.bzh

carte stal.bzh europe application

Kavout ha harpañ embregerezhioù a ra gant ar brezhoneg.

GBB & An Taol-Lañs

affche festival gbb langonnet

Aozañ Gouel Broadel ar Brezhoneg evit tolpad ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed ha tout an dud e karantez gant ar yezh e Langoned bep 2 vloaz.

Ecole.bzh

campagne ecole.bzh petite fille

Aozañ ar c’houlzad kehentiñ evit ar skolioù e brezhoneg e Breizh a-bezh.

Boutik kevredigezhel

boutique breton produits colorés

Hor boutik enlinenn gevredigezhel evit skignañ produioù krouet e brezhoneg.

Abadennoù

initiation brezhoneg prim

Buheziñ e brezhoneg darvoudoù a bep seurt ha lakaat an dud da dañva ar yezh.

Servijoù

communication bilingue kehentiñ divyezhek

Boest ostilhoù, troidigezh, alioù… Kinnigoù ha benvegoù e brezhoneg evit talvoudekaat ar yezh er vuhez pemdeziek, micherel ha kevredigezhel.

gwelout ar c'hinnig labour
O klask ur c’henskoazeller·ez kenurzhiañ festival GBB emaomp!

ur voest ostilhoù evit an embregerezhioù

O klask ostilhoù digoust evit lakaat brezhoneg en hoc’h embregerezh ?

Ur yezh evit ar pemdez eo ar brezhoneg. Krouet hon eus STAL.BZH gant ar soñj en deus ar brezhoneg e blas e bed an ekonomiezh. War ar bajenn-mañ e kinnigomp deoc’h ostilhoù e brezhoneg evit an embregerezhioù.E-touez an ostilhoù-mañ e kavoc’h danvez, alioù, darempredoù ha skouerioù da bellgargañ digoust evit ho skoazellañ da reiñ ur plas d’ar brezhoneg en hoc’h embregerezh.

gwelout ar voest ostilhoù