Un ostilh evit ar brezhoneg eo “Mignoned ar brezhoneg”. Brudañ ha diorren ar yezh, en o vont davet oberourien·ezed ar gevredigezh Vreizhek eo he fal. Kinnig pourchasoù a bep seurt a vez graet ganti, evit sikour an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù dreist-holl, d’ober gant ar yezh.
Ouzhpenn kinnig ar servijoù-se eo pal “Mignoned ar brezhoneg” aozañ darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg, evit an holl, a live Breizh a-bezh. Kelaouiñ an dud, tost ouzh ar brezhoneg pe pelloc’h diouti, a vez graet dre an oberennoù-se, evit reiñ lañs da adperc’hennidigezh ar yezh.
Ur yezh evit ar pemdez eo ar brezhoneg. Krouet hon eus STAL.BZH gant ar soñj en deus ar brezhoneg e blas e bed an ekonomiezh. War ar bajenn-mañ e kinnigomp deoc’h ostilhoù e brezhoneg evit an embregerezhioù.E-touez an ostilhoù-mañ e kavoc’h danvez, alioù, darempredoù ha skouerioù da bellgargañ digoust evit ho skoazellañ da reiñ ur plas d’ar brezhoneg en hoc’h embregerezh.