Skritelloù Enercoop troet gant Mignoned ar brezhoneg
Lidañ a ra Enercoop Breizh he zri bloaz ha treiñ a ra he skorioù kehentiñ e brezhoneg. Ur pourvezer tredan nevezadus 100 % eo Enercoop. Ur statud kevelourel he deus. Ezel eo Enercoop Breizh eus ar rouedad 10 keveleri Enercoop e Frañs, bet krouet e miz Meurzh 2013.
Kendrec’het eo bet Enercoop Breizh gant meur a bratik a-vicher da dreiñ lod eus he skoroù kehentiñ e brezhoneg: pleg-follennoù, skritelloù evit an dud a-vicher hag ar breveziaded.
Asambles gant kevredigezh Mignoned ar brezhoneg eo bet graet al labour treiñ. E 2013 eo bet krouet Mignoned ar brezhoneg gant ar pal bezañ un ostilh evit adperc’hennañ ar brezhoneg ha brudañ ar yezh en eur vont davet obererien ar gevredigezh vreizhek. C’hoant he deus ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg kinnig pourchasoù kehentiñ, stummadurioù hag alioù d’an embregerezhioù ha d’ar c’hevredigezhioù. Kinnig a ra ivez darvoudoù hag embannadurioù tro-dro d’ar brezhoneg evit an holl.
Degemeret mat eo bet an intrudu-se. Pratik eo Timotée Messager e Pleuveur-Bodoù: “Dreist e kavan an intrudu-se. Ouzhpenn souten ur pourvezer tredan nevezadus ez eus loc’h ennon da harpañ ur pourvezer a zo tomm e galon eus ar yezhoù rannvroel”. Armelle Kerino eus an Alre: “Gant an ostilhoù-se e c’hellomp lakaat hon dibaboù war well ha kehentiñ e brezhoneg war ar memes-tro. Kreñvaat a ra hor liamm gant ar vuhezegezh ha gant hor bro.” Brezhonegerez eo Monique Lagadeg eus Penn-ar-Bed: “Ne soñjer ket atav, koulskoude eo trawalc’h evit kregiñ ar gaoz e brezhoneg ha lakaat hor yezh da vevañ un tamm muioc’h.”
Da vare gant Gouel Breizh, dalc’het etre ar 14 hag an 22 a viz Mae, eo bet erru an intrudu-se.