LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
galvet eo Mignoned ar Brezhoneg evit ar Prizioù 2020
  • Keleier
May 26

Prizioù 2020, rummad kevredigezhioù : Aet eo ar maout gant Stal.bzh !

Bep bloaz e vez roet Prizioù dazont ar brezhoneg d’ar re o deus graet traoù a-bouez evit ar yezh e 7 rummad gant Frañs 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

Lorc’h zo ennomp d’ho kelaouiñ eo aet priz kentañ rummad ar c’hevredigezhioù gant hor raktres Stal.bzh !

Trugarekaat a reomp hon holl gevelerien⋅ezed hag ar re  a implij al lec’hienn hag arload.

Abaoe daou vloaz e labouromp war ar raktres-se gant nerzh-kalon ha laouen omp o welet ez eus muioc’h-mui a dud a vicher o lakaat o anv ha muioc’h-mui a dud oc’h ober gant ar benveg !

Gourc’hemennoù d’al loreidi all a-bep seurt rummad. Gwelet ‘vez mat dre roll loreidi ar Prizioù 2020 pebezh startijenn ‘zo gant ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien.

Domaj e kavomp memestra ne vije ket bet eus lid ar prizioù, un darvoud pouezus hag alc’hwezus, e brezhoneg penn-da-benn (pe dost). Ral eo bet ar programmoù e brezhoneg er mizioù paseet, gant ar spi e vo muioc’h-muiañ a vrezhoneg a-benn nebeut war Frañs 3 hag er skinwel dre vras.

Tags:
brezhonegdazontniverelprizioùstal


Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL