LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Keleier
May 17

Penaos lakaat ar brezhoneg da vont war-raok ?

O tostaat emañ an dilennadegoù kannad. Seblant emañ splann reer ervat ez eo ivez dre al lezenn e c’hello emdreiñ gwirioù ar yezhoù minorelaet, da lavaret eo dre labour ar gannaded a vo dilennet a-raok pell. Aozet e vo un daol grenn diwar-benn an doare da bouezañ war labour ar gannaded evit kas hor yezh war-raok war dachenn al lezenn pe ar reolennoù : peseurt strategiezh ? peseurt palioù ? Peseurt dazont evit al lezenn nevez votet pa n’eo ket bet studiet gant ar Sened ? 

Herve Bihan ha Ronan ar C’hoadig, eus skol-veur Roazhon 2, a zegaso ur banne sklêrijenn e korf ar c’hendiviz-mañ.

Digoret e vo an eskemmoù gant Yann choucq bet breutaer n’eus ket pell zo c’hoazh e breutaouriezh Naoned. Kinnig a ray ur sell war an holl labourioù, danavelloù, raktresoù lezennoù bet kaset abaoe karta sevenadurel Valery Giscard D’Estaing e 1977 en ur genveriañ an traoù gant stad an traoù en Europa.

Lusket e vo ar c’hendiviz gant Tudi Kreker, kazetenner a-vicher e France Bleu Breizh Izel, ha brezhoneger anezhañ.

Jubennourien ha dafar a vo war al lec’h evit reiñ tro d’an dud na ouiont ket brezhoneg da heuliañ an eskemmoù ha da gemer perzh zoken. Troet e vo an eskemmoù e yezh ar sinoù ivez.

Pedet eo bet ivez dileuridi eus ar strolladoù en em ginnig evit dilennadegoù ar gannaded e Breizh.

D’ar sadorn 19 a viz Mae e mediaoueg Langoned eus 5e30 da 7e noz.

 

Tags:
Breizh


Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL