Un arlaod eskemm ha lizher-kelaouiñ e brezhoneg !

Ur postelerezh prim ekologel, gant un endro merdeerezh e brezhoneg !

Implijet e vez muioc’h-mui ar benvegoù kehentiñ niverel gant an embregerezhioù, un doare da brederiañ diwar-benn dalc’hoù a-bouez : surentez ar roadennoù niverel, al louc’h karbon, an aotre da zigevreañ… Kinniget e vez gant Treebal diskoulmoù etikel evit implijout an niverel d’un doare yac’h. Tout an dra-se e c’helloc’h ober e brezhoneg ! An arload zo bet troet penn-da-benn e brezhoneg, ha kalz brezhonegerien a implij dija anezhañ.

Ar benvegoù kinniget gant Treebal

  • Kaozeal gant Treebal : ur c’hannaderezh prim zo kinniget war an arload, ijinet evit doujañ diouzh an endro, diverket e vez ar c’hemennadennoù goude 7 devezh evit mirout nebeutoc’h a ditouroù.
  • Kenlabourat gant Treebal : Mont a ra Treebal, gant ar stumm A-vicher, da vezañ ur postelerezh evit labourat a-stroll.
  • Bezañ kelaouet gant Treebal : Ur sistem fun-kelaouiñ ez eus war Treebal. Ul lizher kelaouiñ eo da vat, met skañvoc’h, gant skeudennoù bihanaet gant an arload evit chom hep saotrañ an natur gant ar c’hehentiñ niverel. Gant ar stumm A-vicher e c’helloc’h krouiñ Meuriadoù foran. Ar re zedennet gant hoc’h embregerezh o do nemet d’en em goumanantiñ d’ar fun-kelaouiñ evit resevout ho keleier.

Engouestloù Treebal

  • Ijinet evit doujañ diouzh an endro : kemeret e vez perzh e raktresoù ekologel er bed a-bezh, ha diorroet eo bet un endro niverel o doujañ diouzh ar sobrentez niverel.
  • Kuzhudegezh : Ne vez ket gwerzhet pe skignet ar posteloù eskemmet war Treebal.
  • Ar brezhoneg ! Evel just, kinnig a reomp deoc’h ar benveg-mañ ivez evit an endro gant kalz yezhoù da zibab : alamaneg, saozneg, spagnoleg, galleg, italianeg, izelvroeg, portugaleg ha brezhoneg!