Ul lec’hienn divyezhek pe liesyezhek
Plijout a ra d’ar weladennerien ha d’al luskerioù klask !
73% eus annezidi Breizh o deus c’hoant da welout muioc’h a draoù skrivet e brezhoneg (enklask TMO 2018). Sellit ouzh stadegoù gweladennoù ho lec’hienn. Ma teu al lodenn vrasañ eus ho kweladennerien eus Breizh eo poellek diorren anezhi e brezhoneg (poellekoc’h eget diorren anezhi e saozneg a-wechoù !)
Diorren ho lec’hienn internet e brezhoneg :
-
- a ziskouez pegen tost eo hoc’h embregerezh ouzh yezh ar vro,
- a wella daveenniñ ho lec’hienn internet.
Soñjit ivez en astenn .bzh evit lakaat war-wel emañ hoc’h embregerezh e Breizh.