Responter ha standard pellgomzer

Posupl eo lakaat ar brezhoneg war-wel dre skrid met ivez dre gomz !

Gallout a ra standard pellgomzer hoc’h embregerezh skoazell ar brezhoneg. Enrollit kemennadenn responter ho stal pe standard pellgomzer hoc’h embregerezh e brezhoneg evit reiñ tro d’ho pratikoù klevout ar yezh.

Hon alioù evit ur gemennadenn standard e brezhoneg a-zoare :

  • Enrollit ur vouezh disheñvel evit pep yezh. Kas a raio lusk d’ho kemennadenn,
  • Roit ar pourchas d’ur studio enrollañ barrek gant ar brezhoneg.
laisser nous un message - loaskit deomp ur gemenadenn

Penoas ober evit enrollañ ur gemennadenn divyezhek a-zoare ?

Gallout a reoc’h enrollañ ho kemennadenn d’ho unan goude bezañ skrivet anezhañ. Lennit meur a wech anezhañ betek e vo flour. Diwallit mat d’an taol-mouezh, d’ar c’hemmadurioù ha d’al liammoù etre ar gerioù (kement hag ober…)

Aliañ a reomp deoc’h enrollañ ur gemennadenn a galite gant ur studio a-vicher. Kit e darempred gant Dizale evito d’en ober.

E Kemper eo staliet. Eilmouezhiañ a ra Dizale filmoù hag heuliadoù e brezhoneg. Kinnig a ra ivez pourchasoù enrolladennoù a uhel kalite evit standardoù pellgomzer, kemennadenn responter embregerezhioù hag ensavadurioù pe c’hoazh klevheñcherioù.

logo dizale

Studio enrollañ DIZALE :

darempred@dizale.bzh

02 98 82 51 05

1, straed ar Baradoz – 29000 KEMPER

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp ho skoazell evidoc’h da lakaat muioc’h a vrezhoneg en hoc’h embregerezh.