Mennozhioù evit Nedeleg e brezhoneg
Ma vez berr ar mennozhioù prof ganeoc’h e klaskoc’h “Nedeleg” war Stal.bzh !
Warni muioc’h eget 60 chomlec’h evit ober ho profoù e brezhoneg
Lakaet e vo ar gomz war ar stalioù-mañ a-hed ar sizhun war pajenn facebook Stal.bzh.
![🎁](https://static.xx.fbcdn.net/images/emoji.php/v9/tdd/1.5/16/1f381.png)
Un tem bemdez evit kavout mennozhioù liesseurt hag e yezh ar vro !
Soñjit ‘ta ! Bez eus kalz traoù a c’hell bezañ prenet e Breizh evit ober profoù e brezhoneg : c’hoarioù a-stroll, dilhad, boued lipous hag evajoù, bravigoù, bitrakoù ha levrioù evel-just !