Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg
E 2023, e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) e oa bet aozet un heuliad taolioù krenn diwar-benn an teknologiezh niverel hag ar brezhoneg. Ur skipailh eus Skol-veur Bangor e Kembre, arbennikaet war an dachenn, a oa bet pedet ivez da rannañ o skiant-prenet. An emvod-se en deus roet tro da gregiñ gant ur c’henlabour etre enklaskerion hon div vro abaoe.
Ar pal eo krouiñ ur rouedad Naouegezh Artifisiel (NA) kembraeg-brezhoneg bremañ, troet war-zu an eskemm gouiziegezh etre arbennigourien war ar gomz hag ar yezh hag a labour war an teknologiezhioù komz diazezet war an naouegezh artifisiel hag an troidigezh dre ardivink evit an div gumuniezh yezh.
Lidet eo bet e Kemper d’an 21 a viz Meurzh 2025 an eskemm ofisiel kentañ kembraeg-brezhoneg rouedad yezhoniel NA (Naouegezh Artifsiel).

An eskemm kentañ-mañ a zo bet posupl a-drugarez da arc’hantaouiñ 14 000 £ (17 000 €) digant gouarnamant Kembre e-barzh ar programm eskemm etre Kembre ha Breizh dre ar programm kembreat “Agile Cymru”, e bal zo kas war-raok diorren ar c’henlabour etrebroadel.
Evit degas da soñj e oa bet sinet gant Kuzul-rannvro Breizh ha gant gouarnamant Kembre un emglev, adnevesaet e 2021, ma vez tispleget ennañ un toullad tachennoù kenlabour en o zouez an dachenn yezhel.
Gallout a raio Kembre tennañ splet eus ostilhoù IA nevez a vez savet evit ar brezhoneg, en o zouez priziañ he skouer patrom treuzskrivañ bev evit ar c’hembraeg hag he hentennoù metaroadennoùgeolokaat evit dastum roadennoù komz evit pouez-mouezh ha rannyezhoù disheñvel.
Deskiñ a raio Breizh diwar-benn an araokadennoù a-vremañ e-keñver treuzskrivañ ar c’homzoù kembraek, gwellaat ar gwarant kalite, mont en-dro gant kudennoù ar gwirioù eilañ, ha doareoù nevez da zistagañ ha da skeudenniñ anvioù tud, lec’hioù, embregerezhioù (entiteoù anvet) en teknologiezh ar yezh hag er produioù troet dre ardivink.
Rannet e vo disoc’hoù ar raktres gant ar gennadoù prevez ha publik e Kembre hag e Breizh, gant titouroù ha danevelloù teknikel embannet evit kas war-raok an IA yezhel en endroioù divyezhek ha liesyezhek.
Diskouezet e vo gant ar rouedad enklask talvoudegezh ar c’henlabour akademiek ha micherel war dachenn an NA yezhoniel dre ar priziadennoù, ar pennaennoù hag ur follenn hent war ar K&D (Klask ha Diorren), takad alc’hwez war dachenn ar gomz hag an droidigezh dre urzhiataer gant arbennigourien kembraek ha brezhonek o kemer perzh gant embregerezhioù lec’hel, o prientiñ ur c’henlabour donoc’h, en o zouez goulennoù evit skoazelloù brasoc’h.
Kinnig e vo an araokadennoù war dachenn an Naouegezh Artfisiel (NA) e brezhoneg d’ar publik vo d’ar 5 a viz Gouere 2025 e-kerzh gouel GBB 2025 e Maner Kernod gant ur stand gouestlet d’an tematik-se, gant hor c’hevelerien kembreat.