LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
campagne communication ecoles bilingues
  • Da lenn
  • Keleier
Mar 14

Koulzad kehentiñ skolioù divyezhek 2022

Pa vin bras, e vin divyezhek!

Gant ar pal lakaat war-wel ar skolioù hag a ginnig un deskadurezh e brezhoneg eo bet roet lañs adarre d’ar c’houlzad brudañ “Pa vin bras e vin divyezhek” gant ar gevredigezh “Mignoned ar brezhoneg” ha gant Ofis publik ar brezhoneg.

Emañ an teir rouedad kelenn brezhoneg er c’hentañ derez a-unan er c’houlzad kehentiñ-mañ : ar rouedad deskadurezh publik gant kevredigezh kerent skolidi an hentadoù divyezhek publik (Div Yezh), ar rouedad katolik gant PAKEK Breizh ha kevredigezh kerent an hentad divyezhek katolik (Divaskell) hag ivez rouedad ar skolioù Diwan. Skoazellet eo ivez ar c’houlzad-mañ gant Rannvro Breizh, Kelennomp ! (kevredigezh ar re a gelenn e / ar brezhoneg) ha gant Kevre Breizh (kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh).

War al lec’hienn ecole.bzh, ez eus ur gartenn niverel savet get an OPAB, o niveriñ muioc’h eget 300 skol-vamm divyezhek. Kavet e vo ivez deiziataer an dorioù-digor aozet gant ar skolioù. Gallout a reoc’h heuliañ ar c’houlzad war ar rouedadoù sokial ivez : twitter, facebook instagram ha youtube.



Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL