LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • GBB
  • Keleier
Apr 01

Gouel broadel ar brezhoneg 2017: ar programm klok!

D’ar Gwener 19 a viz Mae

(adalek 6e noz)  

Lid digeriñ : (adalek 6 e noz) e Sinema Kerne a adkavo e anv hag e roll a-orin.

Diskouezadegoù:

  • Luc’hskeudennoù, poltridi Gouel Broadel ar Brezhoneg zo bet gwezhall
  • Livadurioù graet gant Roland Roquais 

 

Film : e Sinema Kerne,  bannadenn teulfilm savet gant France 3 Breizh diwar benn istor Gouel Broadel ar Brezhoneg (Produet gant France 3 Breizh, sevenet gant Riwal Kermarrec)

 

An taol-Lañs ( adalek 7 e noz) :

al leurenn lañs nemeti gouestlet d’ar sonerezhioù a vremañ e brezhoneg. Pal An Taol-Lañs a zo strollañ an nerzhioù krouiñ ha reiñ kalon d’an arzourien yaouank pignat war al leurenn. An Taol-Lañs a zo brudet mat bremañ e bed ar brezhoneg, ‘giz un darvoud a-bouez. Kement all a ro tro neuze d’an arzourien kinnig o arvest dirak ur publik stur (tud yaouank en o mesk, brezhonegerien alies, a gêr pe diwar maez…


Sonadeg (adalek 11 e noz)  : Klozet vo an taol-Lañs gant sonadeg ar Ramoneurs de Menhirs  (priz dieub).

D’ar Sadorn 20 a viz Mae

War plasenn Morvan Lez Breizh (adalek 11 e mintin : digoust)

Kêriadenn ar brezhoneg:

Standoù evit lakaat an arvesterien da zizoloiñ penaos vez implijet hor yezh ha kejañ gant an holl a labour evit, pe gant ar brezhoneg : kelaouennoù, tiez-embann, dudioù, sportoù, embregerezhioù, deskadurezh, stummerezh dibaouez, emglevioù-bro…

Kêriadenn an niverel:

Dont a raio aktourien bed an niverel e brezhoneg da ginnig o ostilhoù nevez (dindan un deltenn plasenn Morvan):

  • Standoù : Kinnig a raio ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù ar pezh o deus krouet hag ar raktresoù e labouront warno. Perzhidi raktreset en deiz a hiziv: An Drouizig, raktres Bev.bzh « rouedad sokial ar vrezhonegerien » , kumuniezh Stag, Radiobreizh.net gant an arload smartphone, Dizale gant e saveen niverel nevez, Korrimel, Gozmail, “War an hent”, Ofis publik ar brezhoneg.
  • C’hoarioù video : tu vo d’an arvesterien c’hoari war ur skramm vras d’ar c’hoari “steredenn” krouet gant ar studio pixel.net da skouer.
  • Ul lec’h a vo gouestlet d’an eskemmoù evit komz diwar-benn an niverel e brezhoneg. Un daol-grenn a vo aozet ivez war an tem: “Peseurt ostilhoù evit peseurt ezhommoù?”

Taolioù-grenn ha tabutoù: :

Lakaet e vo an holl re o deus c’hoant, da gemer perzh en divizoù a vo aozet. Un animatour a vo ha jubennet e vint e galleg war eeun (tokarnioù ha jubenourien a-vicher) hag e yezh ar sinoù (er mediaoueg adalek 2 eur).

  • “Sevenadur ha stourmoù ar re Vouzar” gant Strollad ar re Vouzar Penn-ar-Bed
  • “Ar brezhoneg er stourmoù ekologel ha sokial” gant douar didoull, ar falc’herien, stop nukleel, stourmerien ar brezhoneg…,
  • “Penaos kas ar brezhoneg war-raok ? “ gant kelennerien skol-veur Roazhon 2: Ronan ar C’hoadig hag Herve Bihan, lusket gant ur c’hazetenner eus Frañs Bleu Breizh Izel. Kemer a raio perzh strolladoù politikel ha tud war ar renk evit an dilennadegoù kanaded.
  • “An ostilhoù niverel e brezhoneg“: Penaos treiñ, diorenn, micherelaat, arc’hantaouiñ, aozañ raktresoù evit bezañ gouest da respont d’an ezhommoù ha kinnig meziantoù e-giz Snapchat, Instagram e brezhoneg.
  • Stal-labour war ar c’henasant lusket gant Gast! (enskrivadur ret war al lec’hien mignoned.bzh)

Xavier Renou

C’hoarioù, atalieroù:

  • Ur c’hwiz bras evit an holl lusket gant Sten Charbonneau Aplud (enskrivadurioù war al lec’hienn mignoned.bzh)
  • Stal-labour dizoleiñ ar sirk: roet e vo un tañva da arzoù ar sirk. “Kentañ kejadennoù ar sirk e brezhoneg” a vo aozet da 11 eur evit reiñ tro d’ar re dedennet da eskemm kenetrezo.
  • C’hoarioù hengounel gant Paledoù Kreiz Breizh,
  • C’hoarioù evit ar vugale (kastell c’hwezh)

Filmoù ha treulfilmoù

(istitlet e galleg, adalek 11eur e Sinema Kerne)

  • Teulfilm nevez sevennet gant Frañs 3 Breizh diwar-benn Istor Gouel broadel ar brezhoneg (2017)
  • Kirri nij en toul karr, (2015) film diwar-benn ar raktres aerborzh e Kêrnitron-al-Lann sevennet gant Bastian Gwillou
  • Open the border (2017), heuliad an teulfilm Kurdistan, huñvreal an nevez amzer (2016) sevenet gant Mikael Baudu
  • Un nozvezh e Breizh (2016) teulfilm diwar-benn ar Festoù-Noz hiziv an deiz e Breizh, sevennet gant Bastian Gwillou,
  • Loulou (Grégoire Solotaref), tresadenn vev evit ar vugale
  • C’hwi a gano , heuliad-web sevennet gant Perryn Bleunvenn.

  • Ar mor atv, film faltazi, Kalanna Production (34 ‘)

 

Teatr:

Tiez brav a oa ganeomp, gant ar strollad a-vicher Teatr Piba. Krouidigezh savet diwar-benn testenioù merc’hed ha paotred o deus tec’het kuit eus o bro. Da 2eur 30 ha 4eur 30 er Stal Vras.,
Abadenn mergodennoù Kontadenn Luduennig evit ar vugale gant strollad Kallag (leurenn ar vourc’h)

Tournamant mell-droad:

Mod de sixt: skipailhoù merc’hed ha paotred kemesket, 7 c’hoarier-ez, tredeog brezhoneger.
Adalek 2eur en dachenn sport. Enskrivadurioù war mignoned.bzh.

Mediaoù:

  • War plasenn ar vourc’h: gant skipailhoù Radio Breizh (Radio Bro Gwened, Radio Kerne et Radio Kreiz Breizh et Arvorig Fm) e vo enrollet abadennoù radio a-hed an devez.

  • Filmet ha skignet e vo war eeun un abadenn skinwel Bec’h dei gant Brezhoweb hag ar skinweloù lec’hel (Tébéo, Tébésud, TV Rennes 35 Bretagne ) war an tem “Dont da vevañ e Kreiz-Breizh hiziv”.

Sonadegoù / Fest Noz

  • e-kerzh an deiz a-dal 11e war leurenn ar bourk sonnerien ar vro, Go hend de, Bugale Kreiz Breizh, Fanfar FFI, Pemp Biz…
  • E-kerzh an abardevezh 2 leurenn ( 13€, mont e-barzh evit an 2)
  • Sonerezh a vremañ e brezhoneg
    War ar pradenn, a-dal 6e30 noz, Loreat an Taol-Lañs 2017, Trio Liù (Malloya en breton), Nolwenn Korbell (World folk en breton), Doctors de Trobar ( hip hop e okitaneg, evit ar wech kentañ e breizh), Youn Kamm & Bagad Penn ar bed (World jazz e brezhoneg, loreat ar Prizioù France 3 Breizh 2017, rummad pladenn kanet e brezhoneg), El Maout (Electro Bucal).
  • Kan ‘n Noz
    Fest Noz bras Bod Kelenn a zo Fest noz ar brezhoneg kanet, sal ar gouelioù, a-dal 8e00 noz, gant Dour Le Pottier 4tet, Barba Loutig, Trouzerion, Robin-Lintanf-Suignard, Ambre ha koulm, Pouleriguen-Salvar, An Habask-Chapalain, Kant a gan…

 

D’ar Sul 21 a viz Mae

10e30: Oferenn e brezhoneg en Iliz Langoned

Tags:
BreizhbrezhonegGouel Breizhgouel broadel ar brezhonegLangonedyezh


Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL