LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BITRAK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BITRAK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Keleier
Jul 12

Galv marc’had: raktres “stal.bzh”

  • Anv ha chomlec’h an aozadur prener:

Mignoned ar brezhoneg
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened
contact\@\mignoned.bzh (hep kilveskelloù)

 

Danvez ar marc’had : Sevel ul lec’hienn internet hag arloadoù evit ar raktres “stal.bzh”

Resisadurioù teknikel ar galv a gaver e kaier ar c’hargoù hag a dalv reoliadur ar marc’had ivez.

  • Perzhioù pennañ:
    Doujet e vez ouzh mellad 27 dekred n°2016-360 ar 25 a viz Meurzh 2016 e liamm gant ar marc’hadoù foran evit ar galv-mañ
  • N’eus ket meur a lodenn er marc’had
  • Daou droc’had a zo: un troc’had a vo kadarnaet (prantad 1 ha 2) ha 5 troc’had da zibab (TO)
  • Aotreet e vez an adstummoù kinniget gant an embregerezhioù war ar renk
  • Bez e c’hellint kinnig doareoù d’ober disheñvel a fed metodologiezh hag ivez war perzhioù al lec’hien hag an arloadoù
  • Gant prizioù treziadek e vez graet evit lodenn vrasañ ar marc’had, hag prizioù dre unanenn a-wechoù
  • Talvezout a raio ar marc’had adalek ar mare ma vo kemennet
  • Evit miz Mae 2019 e vo ret echui al labour d’an diwezhatañ evit an troc’had kentañ
  • Prouennoù da ginnig evit barregezh ar re war ar renk: sellet ouzh teul ar galv
  • Dezverkoù dereiñ: kinnig ar marc’hadmatañ hervez an dezverkoù resisaet e teul ar galv
  • Termen evit resevout ar c’hinnigoù: d’ar Merc’her 22 a viz Eost 2018 da 12e
  • Prantad talvoudegezh ar c’hinnigoù: 120 devez goude deiziad termen resevout ar c’hinnigoù
  • Deiziad kas ar gemennadenn-mañ: d’ar Yaou 12 a viz Gouere 2018
  • Titouroù ouzhpenn: contact\@\mignoned.bzh (hep kilveskelloù)

Teul ar galv: document de consultation → stal.bzh