Savet hon eus ostilhoù evit lakaat brezhoneg e-kreiz ar gouelioù hag ar festivalioù. Ar pal eo sikour ac’hanoc’h da lakaat brezhoneg en ho tarvoud. Dafar simpl, pedagogel ha plijus hon eus savet evit diskouez pegen aes eo komz brezhoneg asambles e pep lec’h!
Kinnig a reomp un tañva, berr, dindan 15 munutenn. Ar pal? Dihun evezh an arvesterien·ezed war ar yezh. Lakaat an dud da zeskiñ geriaoueg diazez hag eskemm ganto war ar perzh a vez anavezet ganto e brezhoneg. Paper ebet : plijus eo an tañva, laket e vez an dud da gemer perzh ha desket e vez traoù e-keñver c’hoantoù ar berzhidi·adezed.
Savet hon eus ur stummadur berr 2 eurvezh. Ar pal eo stummañ ar skipailhoù a-youl vat da zegemer arvesterien·ezed e brezhoneg. Un doare eo da zizoleiñ pe donat implij ar yezh evit bezañ gouest da servij boued pe evaj e brezhoneg da skouer.
Ar pal, e fin ar stummadur 2 eurvezh eo mestroniañ ar c’heriaoueg diazez evit saludiñ ha servij e brezhoneg.
Kinnig a reomp deoc’h ivez dafar da lakaat en davarn pe war ho stalioù boued.
Savet eo bet an dafar-mañ evit kizidikaat war implij ar yezh, evit pediñ ar vrezhonegerien·ezed da urzhiañ e brezhoneg war ar gouel. Ar pal eo dizoloiñ ivez geriaoueg diazez evit ar re ne ouiont ket brezhoneg.
No Comments
Sorry, the comment form is closed at this time.