LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BOUTIK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • GBB
Mar 13

An Taol-Lañs 2019 : digor eo an enskrivadurioù

Digor eo enskrivadurioù an Taol-Lañs 2019 !

D’ar gwener 7 a viz Even e Langoned e vo an Taol-Lañs ar bloaz-mañ. Ur fest vras a roio an ton d’ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg e vo. Kement all a vo evit digeriñ Gouel Broadel ar Brezhoneg (7-8-9 a viz Even 2019).

Digor eo an enskrivadurioù evit ar strolladoù sonerezh a-vremañ o deus c’hoant lakaat o anv. Betek an 20 a viz Mae o deus an arzourien evit kas o fichenn enskrivañ (contact@mignoned.bzh). Nevezenti zo ar bloaz-mañ, 2 rummad a vo : ar re “amatour” hag ar ra “a-vicher”. Da bep strollad da zibab ‘barzh peseurt rummad en deus c’hoant koñkouriñ.

Aes eo ar c’hondisionnoù evit lakaat e anv : ret eo d’an arzour pe d’ar strollad kinnig sonerezh a-vremañ gant pozioù krouet ha brezhoneg.

REOLENNOÙ BZH & FR 2019

FICHENN ENSKRIVAÑ bzh _ fr

Troiad sonnadegoù profet d’an drec’hourien :

3 devezh pleustriñ en ur studio micherel hag un devezh  enrolladenn un EP 3 don masterizet a zo da c’hounit evit ar rummad “amatour” (hañv 2019). Ambrouget e vo  ar strollad gant kevredigezh Mignoned ar Brezhoneg e-pad bloaz. Un droiad sonnadegoù ‘vo aozet ivez gant gouelioù keveler : 5 deiziad asuret ha difrejet (hent ha boued) !!

  • Gant Sked, Gouel ar sonerezh e Brest (21/06/2019)
  • Gant ti ar Vro Gwengamp : Sant-Loup Off (07/2019)
  • Gant Yezhoù ha sevenadur e Naoned (diskar amzer 2019)
  • Festival Intergalactique Brest (10/2019)
  • Gouel Broadel ar Brezhoneg (06/2021)
  • Ha lod all a vo sur …

Da drec’hour ar rummad “a-vicher” e vo profet un droiad sonnadegoù gopret dre ar Guso evit an darn vrasañ anezhe, war leurennoù brudet-tre :

  • Gouel Broadel ar Brezhoneg (difrejet hervez ur barem : 08/06/2019)
  • Festival Deus’ta e Brest (gopret, 10/2019)
  • Yaouank Bistro (difrejet : 11/2019)
  • Nevez-amzer ar sonerien e Brest (gopret, 04/2020)
  • Degouezh ar Redadeg e Gwengamp (gopret, 05/2020)
  • Gouel Broadel ar Brezhoneg  2021 (gopret) !
Tags:
brezhonegbro ar roue morvangouel broadel ar brezhonegLangonedtaol lañs


Mignoned ar brezhoneg

Mignoned ar brezhoneg he deus ar pal “brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh (…)” ha dont da vezañ ur gwir benveg evit ar gevredigezh keodedel a-benn brudañ ar brezhoneg er vuhez sokial hag armerzhel.

Mignoned ar brezhoneg
Ti ar vro Bro Gwened
3 Straed al Lezenn
56000 Gwened, Breizh
Pgz. +33 (0)6 11 70 65 92
contact\@\mignoned.bzh

TwitterFacebookGoogle+Google+
  • Keleier
  • Stal
  • Hor c’hevredigezh
  • Hor pourchasoù
  • Mont e darempred
  • Français
  • festival gbb gouel broadel ar brezhoneg 2025
    Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
  • Krouidigezh ur rouedad yezhel Naouegezh Artifisiel (NA) Kembraeg-Brezhoneg 
  • concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
    Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

© 2017-2019 Mignoned ar brezhoneg – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

Neuziañ/diorren web: Florian LANNUZEL