LogoLogoLogoLogoLogo
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BITRAK
  • #STAL.BZH
  • Français
  • Degemer
  • Ar gevredigezh
    • Keleier
    • Darempred
    • Hon harpañ
  • Hon raktresoù
  • Boest ostilhoù
  • #GBB
  • #BITRAK
  • #STAL.BZH
  • Français
concert Amelik ha Mouss Noktambul 2024
  • Da lenn
  • Keleier
Feb 06

Taol-lañs : distro war ambroug Amelik

E 2023 eo aet ar maout en Taol-Lañs er rummad “Dazont” gant Amelik. Kinnig a ra Amélie Bouillon gant he raktres Amelik un emgav etre ar c’han e brezhoneg ha sonioù dous hag hunvreidik an oud. Ambrouget eo bet gant skipailh Mignoned ar brezhoneg e-pad daou vloaz, da lavaret eo hon eus aozet pe kenaozet sonadegoù eviti da vezañ muioc’h anavezet e Breizh met ivez e Su ar Frañs, skoazellet hon eus anezhi evit enrollañ videoioù a-benn brudañ he c’hrouiñ ha sikouret hon eus anezhi evit enrolladenn hec’h EP kentañ gant ar strollad Milendall hag a zeuio er maez d’an 19 a viz Ebrel 2025 da vare ur sonadeg e Naoned. A-drugarez d’hor c’hevelerien he deus bet tro da bleustriñ e studio an Echonova, da vezañ aterset ha da ganañ ouzh mikro Radio Naoned ha Radio Balises, da seniñ war leurennoù an Noktambül e Roazhon, an Ty Pouce e Kermperle pe c’hoazh ar Marmouss e Plerin (ha kalz muioc’h). Trugarez vras d’hor c’hevelerien neuze blam hepto ne vefe ket ken efedus an taol-lañs evit reiñ lañs d’an arzourien hag arzourezed yaouank a grou e brezhoneg.

Met netra na vefe ket posupl hep kalon Amélie hag a lak en he c’hrouiñ he holl fromoù, spi ha levenez. Ur vrav a raktres a zo ganti hag e hetomp dezhi da vont kalz pelloc’h ganti !

Evit heuliañ he labour e c’helloc’h koumanantiñ d’he rouedadoù sokial : facebook Amelik hag instagram Amelik.sonerezh

Amelik jouant du oud. Crédit photo Rosa Bréton.

Amelik en Ty Pouce Kemperle e miz Genver 2025 – c Rosa Bréton