Rouedadoù sokial

Pedit ar brezhoneg war ho rouedadoù sokial.

Niverus eo ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed met ivez an dud plijet gant ar brezhoneg hep bezañ gouest da gomz ar yezh war ar rouedadoù sokial. Hag an holl re-se a zo o klask evit intrudu nevez. Gallout a reoc’h implijout ar brezhoneg war ho rouedadoù sokial en un doare aes ha fentus.

Kehentiñ e brezhoneg war ar rouedadoù sokial:

    • a gas gwelusted d’hoc’h embregerezh e bed ar vrezhonegerien,
    • a fidelenn ho kumuniezh war-dro ar brezhoneg,
    • a ziskouez hoc’h engouestl evit yezh ha sevenadur ar vro.

v PELLGARGIT AR FICHENN

Kavout a rit amañ-dindan ur fichenn gant alioù (stumm PDF) evit kehentiñ en un doare aes e brezhoneg war ar rouedadoù sokial.

PELLGAGAÑ AR FICHENN

v PELLGARGIT GERIAOUEG AR C'HOÑVERS

Kavout a rit amañ ur c’heriaoueg war tem ar c’hoñvers. Kavout a rit enno ar frazennigoù talvoudusañ.

PELLGARGAÑ AR C'HERIAOUEG

v SELLIT OUZH GERIAOUEG PRODUET E BREIZH

Krouet eo bet gant Produet e Breizh ur c’heriaoueg teiryezhek galleg-brezhoneg-saozneg. Klikit amañ evit sellout outi.

v KAVIT UN TROOUR PE UN TROOUREZ A-VICHER

Kavout a rit war Stal.bzh  troourien ha troourezed hag a sikouro ac’hanoc’h evit sevel o steuñv kehentiñ e brezhoneg evit ho rouedadoù sokial.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.