Un anv e brezhoneg evit ma frodu

Roit un ene ouzhpenn d’ho produ gant un anv e brezhoneg.

Ar brezhoneg zo ur yezh binvidig skeudennet ha c’hoari gerioù. Gallout a rit kavout an awen e-barzh ur c’heriaoueg pe ar geriadur, c’hoari gant ar yezhoù, meskañ anezho, kavout ur ger e brezhoneg treuzwelus evit ar re na gomz ket hor yezh pe, kontrol mik, un tamm “eksotek” evito.

Un anv e brezhoneg :

    • a ziskouez eo ur produ liammet gant ar vro,
    • a ziforc’h anezhañ e keñver ar gevezerien.

v PELLGARGIT AR FICHENN ALIOÙ

Kavout a rit amañ-dindan ur fichenn-alioù stumm PDF. Henchañ a raio ac’hanoc’h evit kavout un anv brezhoneg dibar evit ho produ.

PELLGAGAÑ AR FICHENN

v KLASK UR GER EN UR GERIADUR

Hor benveg muiañ karet : Geriafurch !

Savet eo bet an ostilh burzhudus-mañ gant Anthony Lannuzel, e-pad e stummadur gant Stumdi, evit kavout buanoc’h troidigezhoù o klask e meur a c’heriadur war un dro. Aes eo da implijout war ur poellgomzer ivez.

Setu roll ar geriadurioù kinniget gant Geriafurch:

v SELLIT OUZH GERIAOUEGI OFIS PUBLIK AR BREZHONEG

Talvoudus ha liesseurt eo geriaouegi an Ofis : dilhad, boued, c’hoarioù, dudi, otoioù… Sur e vo kavet an awen ganeoc’h e-barzh unan !

v KAVIT UN AJAÑS KEHENTIÑ

Kavit war Stal.bzh darempredoù an ajañsoù kehentiñ barrek war ar brezhoneg. Kinniget e vo ganto un anv dibar, difazi hag aes da lenn ha da skrivañ evit ar re na gomzont ket brezhoneg.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.