Talvoudekaat barregezhioù ho kopridi.adezed
Kinnigit d’ho kopridi ha d’ho kopradezed a gomz brezhoneg lakaat war wel o barregezh e brezhoneg.
N’eo ket splann gouzout piv a gomz brezhoneg e-touez ur skipailh. Kelaouit ho pratikoù eo posupl dezho komz brezhoneg en ho stal a-drugarez da vitrakoù aes da lakaat e plas.
- Kinnigit d’ho kopridi a gomz brezhoneg dougen un arouez pe lakaat un arouez war o burev. Skouerioù liesseurt e kinnigomp deoc’h amañ-dindan.
- Pegit ur pegsun “komzet ‘vez brezhoneg amañ” war dor ho stal. Profañ a reomp anezho deoc’h.