Panellerezh divyezhek

Diskouezhit hoc’h engouestl evit yezh ar vro o lakaat e plas ur panellerezh divyezhek e-barzh ho stal pe e-barzh burevioù hoc’h embregerezh.

Talvoudus-tre eo ur panellerezh divyezhek evit degemer ho pratikoù e brezhoneg, reiñ plas da yezh ar vro er vuhez foran pe c’hoazh reiñ tro d’ar re na gomzont ket ar yezh met a zo dedennet ganti da zeskiñ un nebeud gerioù.

Staliañ ur panellerezh divyezhek :

    • a ziverk ho stal eus ar re all
    • a ziskouez eo hoc’h embregerezh eus ar vro
    • a ziskouez hoc’h engouestl evit yezh ha sevenadur Breizh

v PELLGARGIT AR FICHENN ALIOÙ

Kavit amañ-dindan ur fichenn pdf digoust gant hon alioù war ar panellerezh divyezhek.

PELLGARGAÑ AR FICHENN

v PELLGARGIT AR STURLEVR WAR AR C'HEHENTIÑ DIVYEZHEK

Kavit amañ-dindan hor sturlevr klok war ar c’hehentiñ divyezhek. Ur sturlevr 32 bajenn eo lec’h e kavoc’h alioù evit krouiñ skorioù kehentiñ brezhoneg-galleg ha skouerioù pleustrek niverus.

PELLGARGAÑ AR STURLEVR

v HEULIIT ALIOÙ OFIS PUBLIK AR BREZHONEG EVIT SEVEL HO PANNELEREZH HENT

War lec’hienn internet an Ofis e kavoc’h un teul teknikel evit krouiñ panellerezh hent divyezhek.

LENN ALIOÙ OFIS PUBLIK AR BREZHONEG DIWAR-BENN AR PANELLOÙ HENT

v KAVIT UR POURCHASER.EZ EVIT TREIÑ HO PANELLOÙ

Na zisoñjit ket da lakaat un troer·ez a-vicher da adlenn ho panelloù a-raok moullañ anezho. Evit padout e vez graet eus outo. Domaj e vije kavout ur fazi.

Kavout a reoc’h war Stal.bzh an troourien·ezed a-vicher evit treiñ ho panellerezh galleg e brezhoneg pe adlenn al labour graet ganeoc’h ! Klikit war ar gartenn.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v PRENIT HOR PLANKENN PEGSUNIOÙ EVIT AR BUREV

Krouet eo bet gant Mignoned ar Brezhoneg ur blankenn pegsunioù evit brezhonekaat ho purev. Kit war hor boutik enlinenn evit prenañ anezhi.

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.