GBB : UR SAPRE PROGRAMM !
DENEZ Prigent, Penn skritell Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) d’an 8 a viz Even 2019 e Langoned
Ur gwir blijadur eo deomp, aozerien Gouel Broadel ar Brezhoneg, kemenn deoc’h e vo gwelet DENEZ Prigent e-kerzh gouel meur hor yezh. Evit an eilvet GBB “mod nevez” e Langoned e teuio neuze. Dalc’het e vo ar fest dibenn sizhun ar Pentekost, deus ar Gwener 7 a viz Even betek ar Sul 9 a viz Even 2019. A-viskoazh eo bet lakaet war wel gant ar festival an arzourien kar-o-yezh. DENEZ a labour hardi evit ar brezhoneg, un enor eo evidomp kaout anezhañ ganeomp neuze. Un dalvoudegezh vras e ro d’ar festival ivez. Faota deomp lakaat da glevet un arzour gwriziennet mat e sonerezh ar vro, met ivez gouest da vont war zu ar sonerezh a-vremañ. DENEZ zo ur den a stroll an dud tro dro d’e vod da gas ar c’han doare “chamanek”. E abadenn nevez, “Mil Hent”, a vesk tonioù elektronek hag akoustek, e-giz red e grouadennoù arzel abaoe an deroù m’eo brudet. Plijout a raio kement d’ar re yaouank tik gant an elektro, kement ha d’ar re goshoc’h plijet gant ar sonerezh akoustek. Ar from treuzkaset a-dreuz d’e sonerezh ne laosk den diseblant.
Ger ar programatour “Me, pezh a blija din gant sonerezh Denez ez eo pa zeer da riboulat e Brest, Naoned pe Roazhon : achuañ a rez en un “after” bennaket, ha bezañ zo atav deus DENEZ war ar playlistoù ! Ral ‘walc’h an arzourien a gan e brezhoneg zo deuet da benn d’ober o zoull ‘barzh kement endro zo tout. Deuet eo da vout ur gwir arouez pozitivel evit ar vrezhonegerien yaouank.”
Prenañ bilhiji evit Gouel Broadel ar Brezhoneg
Arzourien e-touez ar re wellañ e bed ar sonerezh e Breizh ‘vo aze ivez
Anvioù brudet all zo bet kadarnaet. Savet hon eus ar programm o tibab arzourien hag a gan e brezhoneg, hag a ra traoù evit hor yezh pe tud hag o deus un engouestl politikel e-keñver Breizh pe yezhoù bihan-niver er bed.
KRISMENN da skouer a ginnigo e abadenn ‘N om gustumiñ deus an deñvalijenn” d’ar Gwener 7 a viz Even, berzh ‘noa graet e Trans Musicales 2017 !
Evit al leurenn Kan’Noz d’ar Sadorn 8 a viz Even e vo STARTIJENN, steredennoù ar Fest-Noz ! Strollad engouestlet o tifenn kreñv ar brezhoneg, pouezus e oa o c’haout e kreiz ar gouel ! Ar raktres EBEN gant 3 c’hanerez AN TEIR, ar re o deus savet kanaouenn Ar Redadeg 2018, a ginnigo un abadenn hag a oa bet krouet e-pad Gouelioù Etrekeltiek an Oriant 2018. DOM DUFF, kaner rock eus Langoned, a lido e bladenn nevez d’ar Sadorn 8 da noz ivez.
Trec’hourien an Taolioù-lañs paseet
Pal an taol-lañs eo dizoleiñ strolladoù hag a gan e brezhoneg, poellek eo neuze programmiñ ar re o deus gounezet betek bremañ ! UKAN, ar strollad ‘noa gounezet an Taol-lañs e 2017 a vo war al leurenn gant e son “pop-rock”. LUNCH NOAZH, trec’hourien 2011, a lako an holl da lammat e pep lec’h gant o sonerezh jazz, soul, sonerezh ar bed, d’ar Sadorn 8. An daouad EGIN, trec’hourien 2009, a sono an daou zevezh. TYTO ALBA, kaset gant ar ganerez Loeiza Beauvir he doa bet priz ar brezhoneg en Taol-Lañs 2011 …
Bugale ‘vo ivez war al leurenn ! D’ar Sul 9 e vo 300 anezho, BUGALE KREIZ BREIZH, o kanañ evit plijadur an holl. Da heul e vo ur Fest-Deiz gant meur a soner, deuet da seniñ tonioù broioù Breizh, gant KANT A GAN 2018 en o zouez ; kanaouennoù kanet ha rannet etre an holl e kentelioù pe stalioù kanañ e brezhoneg. Ar wech-mañ e vo lakaet war wel Bro-Leon ha Bro-Wened dreist-holl. PEVARLAMM, strollad a-feson heñchet gant ar soner Konogan An Habask, a liammo en un doare soutil sonerezh Breizh ha sonerezh ar bed. Hag evit klozañ ar gouel : ur Fest-Noz bras gant ar strollad FLEUVES, BEAT BOUET TRIO ha da heul un nozvezh SOUND-SYSTEM.
Digor eo enskrivadurioù An Taol-lañs
Gant an Taol-Lañs e vo kroget ar fest d’ar Gwener 7 a viz Even. Kenderc’hel a ra al leurenn-lañs-mañ da ambrougañ strolladoù sonadeg a-vremañ kanet e brezhoneg. 2 rummad a vo ar wech-mañ : unan a-vicher hag unan amatourien. 2 loread a vo ar wech-mañ neuze. Kit e darempred gant an aozerien evit lakaat hoc’h anv (contact@mignoned.bzh) !
Ekoreizhiad ar brezhoneg bodet e-pad 3 devezh
Bourk Langoned ‘vo treuzfeurmet en un takad-bale e-pad an dibenn-sizhun-se. Ken liesseurt hag ar brezhoneg e vo ar gouel : meur a abadenn en hor yezh, atalieroù pleustrek evel ur masterclass skrivañ e brezhoneg ha kanañ pe yoga… Ur programm evit bugale a vo ivez, en o zouez KANEVEDENN d’ar sadorn 8/06, LONENED FUR HA FOLL d’ar sul 09/06. Digoust e vo ar mont e-barzh evit ar vugale a zo nebeutoc’h eget 12 vloaz. C’hoariva liesyezhek a vo kinniget ivez gant TEATR PIBA (sul 9), un abadenn c’hoariva pobl gant KANFARTED LANLEYA (sadorn 8) hag un dibab eus ar filmoù gwellañ e brezhoneg, istitlet e galleg (7, gant ar sevenerien hag un tabut da heul ar film), ur gêriadenn evit an niverel e brezhoneg, ur gêriadenn gant embannerien ha kevredigezhioù sevenadurel tro dro d’ar brezhoneg, taolioù-krenn ha tabutoù jubennet e galleg war eeun, c’hoarioù e brezhoneg, un “escape game”, ur c’hoari bras gant Sten Charbonneau, sirk, gouren, un tournamant mell-droad tredeoget e brezhoneg, ur gêriadenn gant artizaned, h.a. … Pedet e vo ivez prezidant ar gevredigezh EUSKAL MONETA da zisplegañ deomp penaos e vez graet gant ar moneiz lec’hel Eusko evit diorren implij ar yezh.
Kounadurig istorel
Abaoe ar bloavezhioù 70 ez eus eus “Gouel Broadel ar Brezhoneg” ; douget gant frammoù a bep seurt, kevredigezhioù pe strolladoù politikel, GBB ‘neus bodet betek 10 000 den da skouer e Spezed e fin ar bloavezhioù 90. Un oadvezh all a zo gant ar stumm nevez e Langoned : douget ‘vez gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg evit an eil gwech ha kreizennet eo bremañ e Bro ar Roue Morvan, Kreiz-Kornog Breizh, e Langoned neuze. Ar gouel ‘neus c’hoazh ul liv a stourm gant arc’hadur kreñv ofisieladur ar brezhoneg ; e rekipe : bodañ bed ar brezhoneg e memes lec’h e-pad 3 devezh, “Planedenn hor yezh”. Kenaozet ‘vez ar gouel gant Mignoned ar Brezhoneg ha Bod Kelenn, ur gevredigezh eus Langoned.
Prenañ bilhiji evit Gouel Broadel ar Brezhoneg
C’hoant ho peus da vezañ ‘barzh ar jeu ? Kit e darempred gant Mignoned ar Brezhoneg evit bezañ a-youl vat !
Evit muioc’h a ditouroù, mont e darempred gant an aozerien : Kevredigezh Mignoned ar brezhoneg / contact(at)mignoned.bzh / 06.11.70.65.92 / www.gbb.bzh