Gouel broadel ar brezhoneg 2017: ar programm klok!
D’ar Gwener 19 a viz Mae
(adalek 6e noz)
Lid digeriñ : (adalek 6 e noz) e Sinema Kerne a adkavo e anv hag e roll a-orin.
Diskouezadegoù:
- Luc’hskeudennoù, poltridi Gouel Broadel ar Brezhoneg zo bet gwezhall
- Livadurioù graet gant Roland Roquais
Film : e Sinema Kerne, bannadenn teulfilm savet gant France 3 Breizh diwar benn istor Gouel Broadel ar Brezhoneg (Produet gant France 3 Breizh, sevenet gant Riwal Kermarrec)
An taol-Lañs ( adalek 7 e noz) :
al leurenn lañs nemeti gouestlet d’ar sonerezhioù a vremañ e brezhoneg. Pal An Taol-Lañs a zo strollañ an nerzhioù krouiñ ha reiñ kalon d’an arzourien yaouank pignat war al leurenn. An Taol-Lañs a zo brudet mat bremañ e bed ar brezhoneg, ‘giz un darvoud a-bouez. Kement all a ro tro neuze d’an arzourien kinnig o arvest dirak ur publik stur (tud yaouank en o mesk, brezhonegerien alies, a gêr pe diwar maez…
Sonadeg (adalek 11 e noz) : Klozet vo an taol-Lañs gant sonadeg ar Ramoneurs de Menhirs (priz dieub).
D’ar Sadorn 20 a viz Mae
War plasenn Morvan Lez Breizh (adalek 11 e mintin : digoust)
Kêriadenn ar brezhoneg:
Standoù evit lakaat an arvesterien da zizoloiñ penaos vez implijet hor yezh ha kejañ gant an holl a labour evit, pe gant ar brezhoneg : kelaouennoù, tiez-embann, dudioù, sportoù, embregerezhioù, deskadurezh, stummerezh dibaouez, emglevioù-bro…
Kêriadenn an niverel:
Dont a raio aktourien bed an niverel e brezhoneg da ginnig o ostilhoù nevez (dindan un deltenn plasenn Morvan):
- Standoù : Kinnig a raio ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù ar pezh o deus krouet hag ar raktresoù e labouront warno. Perzhidi raktreset en deiz a hiziv: An Drouizig, raktres Bev.bzh « rouedad sokial ar vrezhonegerien » , kumuniezh Stag, Radiobreizh.net gant an arload smartphone, Dizale gant e saveen niverel nevez, Korrimel, Gozmail, “War an hent”, Ofis publik ar brezhoneg.
- C’hoarioù video : tu vo d’an arvesterien c’hoari war ur skramm vras d’ar c’hoari “steredenn” krouet gant ar studio pixel.net da skouer.
- Ul lec’h a vo gouestlet d’an eskemmoù evit komz diwar-benn an niverel e brezhoneg. Un daol-grenn a vo aozet ivez war an tem: “Peseurt ostilhoù evit peseurt ezhommoù?”
Taolioù-grenn ha tabutoù: :
Lakaet e vo an holl re o deus c’hoant, da gemer perzh en divizoù a vo aozet. Un animatour a vo ha jubennet e vint e galleg war eeun (tokarnioù ha jubenourien a-vicher) hag e yezh ar sinoù (er mediaoueg adalek 2 eur).
- “Sevenadur ha stourmoù ar re Vouzar” gant Strollad ar re Vouzar Penn-ar-Bed
- “Ar brezhoneg er stourmoù ekologel ha sokial” gant douar didoull, ar falc’herien, stop nukleel, stourmerien ar brezhoneg…,
- “Penaos kas ar brezhoneg war-raok ? “ gant kelennerien skol-veur Roazhon 2: Ronan ar C’hoadig hag Herve Bihan, lusket gant ur c’hazetenner eus Frañs Bleu Breizh Izel. Kemer a raio perzh strolladoù politikel ha tud war ar renk evit an dilennadegoù kanaded.
- “An ostilhoù niverel e brezhoneg“: Penaos treiñ, diorenn, micherelaat, arc’hantaouiñ, aozañ raktresoù evit bezañ gouest da respont d’an ezhommoù ha kinnig meziantoù e-giz Snapchat, Instagram e brezhoneg.
- Stal-labour war ar c’henasant lusket gant Gast! (enskrivadur ret war al lec’hien mignoned.bzh)
C’hoarioù, atalieroù:
- Ur c’hwiz bras evit an holl lusket gant Sten Charbonneau Aplud (enskrivadurioù war al lec’hienn mignoned.bzh)
- Stal-labour dizoleiñ ar sirk: roet e vo un tañva da arzoù ar sirk. “Kentañ kejadennoù ar sirk e brezhoneg” a vo aozet da 11 eur evit reiñ tro d’ar re dedennet da eskemm kenetrezo.
- C’hoarioù hengounel gant Paledoù Kreiz Breizh,
- C’hoarioù evit ar vugale (kastell c’hwezh)
Filmoù ha treulfilmoù
(istitlet e galleg, adalek 11eur e Sinema Kerne)
- Teulfilm nevez sevennet gant Frañs 3 Breizh diwar-benn Istor Gouel broadel ar brezhoneg (2017)
- Kirri nij en toul karr, (2015) film diwar-benn ar raktres aerborzh e Kêrnitron-al-Lann sevennet gant Bastian Gwillou
- Open the border (2017), heuliad an teulfilm Kurdistan, huñvreal an nevez amzer (2016) sevenet gant Mikael Baudu
- Un nozvezh e Breizh (2016) teulfilm diwar-benn ar Festoù-Noz hiziv an deiz e Breizh, sevennet gant Bastian Gwillou,
- Loulou (Grégoire Solotaref), tresadenn vev evit ar vugale
- C’hwi a gano , heuliad-web sevennet gant Perryn Bleunvenn.
- Ar mor atv, film faltazi, Kalanna Production (34 ‘)
Teatr:
Tiez brav a oa ganeomp, gant ar strollad a-vicher Teatr Piba. Krouidigezh savet diwar-benn testenioù merc’hed ha paotred o deus tec’het kuit eus o bro. Da 2eur 30 ha 4eur 30 er Stal Vras.,
Abadenn mergodennoù Kontadenn Luduennig evit ar vugale gant strollad Kallag (leurenn ar vourc’h)
Tournamant mell-droad:
Mod de sixt: skipailhoù merc’hed ha paotred kemesket, 7 c’hoarier-ez, tredeog brezhoneger.
Adalek 2eur en dachenn sport. Enskrivadurioù war mignoned.bzh.
Mediaoù:
- War plasenn ar vourc’h: gant skipailhoù Radio Breizh (Radio Bro Gwened, Radio Kerne et Radio Kreiz Breizh et Arvorig Fm) e vo enrollet abadennoù radio a-hed an devez.
- Filmet ha skignet e vo war eeun un abadenn skinwel Bec’h dei gant Brezhoweb hag ar skinweloù lec’hel (Tébéo, Tébésud, TV Rennes 35 Bretagne ) war an tem “Dont da vevañ e Kreiz-Breizh hiziv”.
Sonadegoù / Fest Noz
- e-kerzh an deiz a-dal 11e war leurenn ar bourk sonnerien ar vro, Go hend de, Bugale Kreiz Breizh, Fanfar FFI, Pemp Biz…
- E-kerzh an abardevezh 2 leurenn ( 13€, mont e-barzh evit an 2)
- Sonerezh a vremañ e brezhoneg
War ar pradenn, a-dal 6e30 noz, Loreat an Taol-Lañs 2017, Trio Liù (Malloya en breton), Nolwenn Korbell (World folk en breton), Doctors de Trobar ( hip hop e okitaneg, evit ar wech kentañ e breizh), Youn Kamm & Bagad Penn ar bed (World jazz e brezhoneg, loreat ar Prizioù France 3 Breizh 2017, rummad pladenn kanet e brezhoneg), El Maout (Electro Bucal). - Kan ‘n Noz
Fest Noz bras Bod Kelenn a zo Fest noz ar brezhoneg kanet, sal ar gouelioù, a-dal 8e00 noz, gant Dour Le Pottier 4tet, Barba Loutig, Trouzerion, Robin-Lintanf-Suignard, Ambre ha koulm, Pouleriguen-Salvar, An Habask-Chapalain, Kant a gan…
D’ar Sul 21 a viz Mae
10e30: Oferenn e brezhoneg en Iliz Langoned