Gouel al levrioù e Breizh (Karaez) 29-30/10/16
E Gouel al levrioù e Breizh e vo ar gevredigezh “Mignoned ar brezhoneg” evit kinnig e levr diwezhañ Disentiñ / Désobéir pour la langue bretonne, levr divyezhek e brezhoneg hag e galleg, skrivet gant stourmerien strollad Ai’ta!. Kavout a rit al levr àr stand Yoran Embanner.
Kavout a rit ivez hol levr kentañ e brezhoneg Disentiñ, embannet e 2015, troet diwar levr Xavier Renou, kendiazezer ar strollad Les Désobéissants, war stand Kuzul ar Brezhoneg.
Ur stand Mignoned ar Brezhoneg a vo ivez evit an dafar all (tee-shirtoù, sweatoù, gobeledoù..) hag evit eskemm diwar palioù ar gevredigezh.