Ur benveg eskemm ha lizher-kelaouiñ e brezhoneg !

Ur benveg postel ekologel, gant un endro merdeerezh e brezhoneg!

Implijet e vez muioc’h mui ar benvegoù kehentiñ niverel gant an embregerezhioù, un doare evidoc’h da brederiañ diwar-benn dalc’hoù a-bouez : surentez ar roadennoù niverel, al louc’h karbon, an aotre da zigevreañ… Kinniget e vez gant Treebal diskoulmoù etikel evit implijout an niverel d’un doare yac’h. Tout an dra-se, e brezhoneg! An arload zo bet ijinet penn-da-benn e brezhoneg, ha kalz vrezhonegerien a implij dija anezhañ.

Gwelout lec’hienn Treebal

Ar benvegoù kinniget gant Treebal

  • Kaozeal gant Treebal : ur c’hannaderezh prim zo kinniget war an arload, ijinet evit doujañ diouzh an endro, diverket e vez ar c’hemennadennoù goude 7 devezh evit mirout nebeutoc’h ha titouroù.
  • Kenlabourat gant Treebal : Mont a ra Treebal, gant ar stumm Pro, da vezañ ul lec’hienn evit labourat a-stroll.
  • Bezañ kelaouet gant Treebal : Ur sistem keleier enlinenn ez eus war Treebal evit gouzout nevezioù ho tarempredoù. Ul lizher kelaouiñ eo da vat, implijet kalz gant tudoù engouestlet evit an endro ha dalc’hoù all, evit krouiñ ur rouedad eskemm.

Engouestloù Treebal

  • Ijinet evit doujañ diouzh an endro : kemeret e vez perzh e raktresoù ekologel er bed a-bezh, ha diorroet eo bet un endro niverel o doujañ diouzh ar sobrentez niverel.
  • Kuzhudegezh : Ne vez ket gwerzhet pe skignet ar posteloù eskemmet war Treebal.
  • Ar brezhoneg ! Evel just, kinnig a reomp deoc’h ar benveg-mañ ivez evit an endro gant kalz yezhoù da zibab : alamaneg, saozneg, spagnoleg, galleg, italianeg, izelvroeg, portugaleg ha brezhoneg!