Gouel broadel ar brezhoneg — GBB — Mignoned ar brezhoneg
12377
page-template,page-template-full_width,page-template-full_width-php,page,page-id-12377,mkd-core-1.0,,hornet child-child-ver-1.0.0,hornet-ver-1.6, vertical_menu_with_scroll,smooth_scroll,no_animation_on_touch,paspartu_enabled,blog_installed,wpb-js-composer js-comp-ver-5.4.7,vc_responsive

Bev omp ha bev ‘chomfomp!

E 1998 ‘oa bet dalc’het Gouel broadel ar brezhoneg ‘ba Langoned evit ar wech diwezhañ. Daoust d’un nebeut taolioù all (e Kawan div wech hag e Tremargad ur wech all) ‘oa chomet morgousket ar gouel-se. ‘Blam ‘betra adsevel anezhañ ‘ta, er memes lec’h, kazi ugent vloaz war-lerc’h? Derc’hel da ribotat ar memes traoù kozh ‘n ur soñjal ‘oa gwelloc’h an traoù gwechall, hennezh ‘vefe ar pal? N’eo ket! Troet eo ar bed en ur ober ugent vloaz. Breizh en deus cheñchet ivez, pas war an tu mat atav…

Dafer-se n’eo ket achu ar jeu, na tost! Bemdez e vez c’hoarzhet, desket, krouet e brezhoneg. “Bev omp ha bev ‘chomfomp!” Setu ar pezh a fell dimp ivez huchal a-bouez penn, rak chom a refomp en hor sav… daoust d’an dazont diasur ha d’ar mennozhioù a-enep a vez oc’h en em ledañ muioc’h-mui.

Se zo kaoz n’eo ket un dra dister ‘n em vodañ ‘ta. Evel ma ra pep familh, e ra vad en em welet ingal evit kaout plijadur ha riboulat asambles evel-just, met ivez eskemm, tabutal ha sevel an dazont a fell dimp evit hor bro hag hor yezh. Gant se ‘faota dimp derc’hel diwezhatoc’h gant Gouel broadel ar brezhoneg a bep eil gant ar Redadeg. Kinnig d’ar Vretoned/Bretonezed en em gavout bep eil bloaz en-dro d’o yezh n’eo ket re avat ! Evit ma talc’ho, deuit ta holl ‘ba Langoned.


Klikit war “Bezañ kelaouet” evit resevout keleier diwezhañ ar gouel! 

#GBB2017

19-20 A VIZ MAE 2017

56630 Langoned, Breizh

Gouel Breizh 2017