Ul lodenn eus ar skipailh. Foto S. Poulichet
Tomm eo hor c’halon ouzh ar brezhoneg ha c’hoant hon eus da implij hor yezh bemdez.
Labourat a reomp war raktresoù liesseurt evit kas ar yezh er vuhez pemdeziek : er bed niverel, en ekonomiezh hag er stalioù, er sonerezh a-vremañ hag en darvoudoù.
E-touez ar raktresoù brasañ douget ganeomp ho peus marteze dija klevet trouz eus :
Kinnig a reomp pourchasoù treiñ, abadennoù e brezhoneg, tañva d’ar brezhoneg war ar prim… evit kas ar brezhoneg e pep lec’h, en un arc’hantaouin ar gevredigezh. Digor bras omp d’ar c’hinnigoù kevelerezh.
Evit gouzout hiroc’h e c’helloc’h lenn danevell obererezh diwezhañ ar gevredigezh.
Degemeret e vioc’h gant plijadur m’ho peus c’hoant da vont davedomp ! Statudoù ar gevredigezh a c’helloc’h kavout amañ. Ha war Helloasso e c’helloc’h emezelañ d’ar gevredigezh evit 5€/bloaz.
C’hoant ho peus skoazell ac’hanomp met ne c’helloc’h ket kemer perzh e buhez ar gevredigezh ? Galloud a reoc’h :