Tañva d’ar brezhoneg

Brezhoneg Prim

Un tañva d’ar brezhoneg

 

Brezhoneg Prim : un tañva d'ar rbezhoneg war ar FIL

Brezhoneg Prim war C’hae Breizh e-pad Festival Etrekeltiek an Oriant e 2019.

Ar meizad

Lakaat an arvesterien da dañva ar brezhoneg war ar prim e-touez hoc’h arvest.

Padout a ra 15 munutenn hep lakaat e anv en a-raok, hep kemer notennoù ha pell emaomp eus ur sal klas : peadra da ziskouez eo posupl deskiñ ur yezh gant fent ha plijadur.

Ar stumm

War un hanter devezh pe un devezh a-bezh e vez kinniget gant buhezourien Mignoned ar Brezhoneg un tañva d’ar brezhoneg d’an dud o tremen bep 15 munutenn. Gwisket eo ar vuhezourien gant liv flamm “Brezhoneg Prim” hag emren emaomp gant hor stand.

Gouelioù, festivalioù, marc’had hañv, devezhioù dorioù digor… Kinniget e vo deoc’h un abadenn liammet gant ho tarvoud.

 

Evit piv ?

An holl, kozh ha yaouank, a c’hell heuliañ hon abadennoù tañva d’ar brezhoneg “Brezhoneg Prim”. Lod a zo dedennet evit mont pelloc’h goude an tañva ha lod all a zo kurius.Estreget ar Vretoned a zo sachet gant ar brezhoneg !

Moaien zo deomp kinnig an abadenn e saozneg evit ar re na gomz ket galleg hag a zo o weladenniñ hor bro.

 

Prizioù

Deuit e darempred ganeomp evit kaout ur rakpriz.

No Comments

Sorry, the comment form is closed at this time.