Hor pourchasoù

Hon oberoù, hon erbedadennoù

Un ostilh nevez evit ar brezhoneg a fell da v-“Mignoned ar brezhoneg” bezañ. Brudañ ha diorren ar yezh, en ur vont davet oberourien ar gevredigezh Vreizhek eo he fal. Kinnig pourchasoù a bep seurt (kuzulioù war ar c’hehentiñ divyezhek : skritelloù, follennoù-nij, logoioù, identelezh grafek, webdesign, lec’hiennoù internet, lizheroù-kelaouiñ, troidigezhioù, stummadurioù, darvoudoù war ar yezh) a vez graet ganti, evit sikour an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù dreist holl, d’ober gant ar yezh.

C’hoant he deus “Mignoned ar brezhoneg” labourat war tachenn ar gennadoù-se (kevredigezhioù hag embregerezhioù) evit klokaat obererezh Ofis publik ar brezhoneg. War zu ar frammoù foran eo troet Ofis publik ar brezhoneg dreist holl, ha ne vez ket kinniget kalz servijoù gantañ evit diorren implij ar yezh en embregerezhioù hag er c’hevredigezhioù.

Ouzhpenn kinnig ar servijoù-se eo pal “Mignoned ar brezhoneg” aozañ darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg, evit an holl, a live Breizh a-bezh. Kelaouiñ an dud, tost ouzh ar brezhoneg pe pelloc’h diouti, a vez graet dre an oberennoù-se, evit reiñ lañs da adperc’hennidigezh ar yezh.


Mont e darempred gant Mignoned ar brezhoneg

A-gostez:

· Gouel – Emvod ar Gelted 2017, FIL © MAB
· Gouel – Gouel broadel ar brezhoneg 2017, GBB © Gael Coadic
· Energiezhioù – “Pourvezer tredan”, Enercoop Bretagne © MAB
· Gouel – FCCB 2016, ICB/EKB © Florian LANNUZEL
· Gouel – Intergalactique 2016, Canal Ti Zef © Florian LANNUZEL
· Gouel – Brest 2016, SKED © Florian LANNUZEL
· Gouel – Petra eo ar sinema-mañ?!!, Canal Ti Zef © Florian LANNUZEL
· Mezegiezh – Diskoachañ ar c’holon, ADEC 29 © Florian LANNUZEL


Al logoioù, ar merkoù, ar merkoù marilhet, an hewelioù hag an elfennoù grafek eo perc’henniezh o zalc’herien. Al labour treiñ pe ar graferezh a zo bet graet gant izili “Mignoned ar brezhoneg” e anv ar gevredigezh pe e anv un aozadur all.