Roll-meuzioù e brezhoneg

Roll-meuzioù e brezhoneg

Kinnigit d’ho pratikoù ur roll-meuzioù e brezhoneg evit lakaat war wel hoc’h engouestl evit ar vro.

Moaien ‘zo deoc’h kinnig ur roll-pred disheñvel evit pep yezh : unan e galleg, unan e saozneg, unan all e brezhoneg hag all… ha kinnig ar gartenn a glot gant ar yezh ‘vez komzet gant ho pratikoù. Met kollet e vo ar gamaradiezh a vez digaset gant ur roll-pred liesyezhek. Souezhet ha plijet e vo an holl, brezhonegerien ha brezhonegerezed pe get, o welout brezhoneg. Un digarez evit deskiñ un nebeud gerioù en ur c’hortoz ar servijour.ez.

 

Ha gouzout a rit ? : 73%  eus annezidi Breizh o deus ar c’hoant da welout muioc’h a banelloù e brezhoneg ! (enklask TMO 2018)

Lakaat brezhoneg war ho roll-meuzioù :

    • a ziskouezo d’ho pratikoù eo gwirion ho keginañ,
    • a laka war wel hoc’h engouestl er vro,
    • a grou ul liamm gant ho pratikoù hag un dañvez komz en ur c’hortoz ar servijour.ez.

 

Distreiñ war ar bajenn ostilhoù hollek ←

v PELLGARGIT AR FICHENN-ALIOÙ

Kavout a rit amañ-dindan hor fichenn-alioù evit lakaat brezhoneg en ho preti.

PELLGARGIT AR FICHENN

v PELLGARGIT UR ROLL-MEUZIOÙ SKOUER

Gouzout a reomp dija petra ho peus c’hoant da lavar : “n’eus ket plas a-walc’h war ma roll-meuzioù evit div yezh”. Ha sur oc’h ? Soñjal a reomp eo kentoc’h un afer pajennaozañ. Sellit ouzh hor roll-meuzioù teiryezhek (ya ! 3 yezh ! ) galleg brezhoneg ha saozneg hag a zo aozet war ur bajenn A4. Sellit ‘ta !

PELLGARGIT AR ROLL-MEUZIOÙ SKOUER

v KAVIT UR GRAFOUR.EZ EVIT TRESAÑ HO ROLL-MEUZIOÙ

A wechoù eo aesoc’h mont e darempred gant unan a vicher ha reiñ dezhañ pe dezhi al labour krouiñ.

Kavout a rit war  Stal.bzh darempredoù ar c’hrafourien ha grafourezed asambles gant an ajañsoù kehentiñ e anavezomp evit bezañ barrek e brezhoneg.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v KAVIT GERIOÙ AR BOUED

Geriaoueg ar boued a zo bet graet gant Ofis Publik ar Brezhoneg. An darn vrasañ eus ar gerioù ho po ezhomm evit sevel ho roll-meuzioù a zo skrivet e-barzh. Arabat chom etre daou ma fell deoc’h bezañ adlennet pe ma vank deoc’h gerioù zo. Deuit e darempred gant an Ofis pe ganeomp !

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.