Lec’hienn internet liesyezhek

Ul lec’hienn divyezhek pe liesyezhek

Plijout a ra d’ar weladennerien ha d’al luskerioù klask !

73% eus annezidi Breizh o deus c’hoant  da welout muioc’h a draoù skrivet e brezhoneg (enklask TMO 2018). Sellit ouzh stadegoù gweladennoù ho lec’hienn. Ma teu al lodenn vrasañ eus ho kweladennerien eus Breizh eo poellek diorren anezhi e brezhoneg (poellekoc’h eget diorren anezhi e saozneg  a-wechoù !)

Diorren ho lec’hienn internet e brezhoneg :

    • a ziskouez pegen tost eo hoc’h embregerezh ouzh yezh ar vro,
    • a wella daveenniñ ho lec’hienn internet.

Soñjit ivez en astenn .bzh evit lakaat war-wel emañ hoc’h embregerezh e Breizh.

Distreiñ war pajenn an holl ostilhoù.

v PELLGARGIT AR FICHENN-ALIOÙ

Klikit amañ-dindan evit pellgargañ hor fichenn alioù. Warni e kavoc’h alioù, skouerioù mat ha liammoù talvoudus evit treiñ ha diorren ho lec’hienn e brezhoneg.

PELLGARGIT AR FICHENN

v KAVIT UN TROOUR PE UN DROOUREZ EVIT TREIÑ HO LEC'HIENN PE ADLENN HO LABOUR

Kavit war Stal.bzh troourien ha troourezed a-vicher evit ho sikour treiñ en ur brezhoneg flour ha direbech ho lec’hienn internet.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.