Ur c’hombod bruderezh e brezhoneg

Roit muioc’h a wel d’ho merk.

Gallout a reoc’h kehentiñ e galleg hag e brezhoneg pe treiñ e brezhoneg penn-da-benn ur bruderezh hag a zo dija outañ  e galleg. Kaout ur pal sklaer hag ur publik resis da dizhout a zo an dra bouezusañ evit ober ho tibab.

Bruderezh e brezhoneg a zo mat evit :

    • bezañ merzet gant ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed,
    • sachañ evezh ar vevezerien ha bevezerezed war talvoudegezh hoc’h embregerezh.

Distreiñ war ar bajenn ostilhoù hollek ←

v PELLGARGIT AR FICHENN GANT HOR ALIOÙ

Kavout a rit amañ ur fichenn gant alioù evit krouiñ ur bruderezh divyezhek pe brezhonek.

PELLGARGAÑ AR FICHENN

v KEMERIT HARP WAR HOR STURLEVR DIWAR-BENN AR C'HEHENTIÑ MOULLET DIVYEZHEK

Bodet hon eus hon holl alioù talvoudus diwar-benn ar c’hehentiñ divyezhek moullet en ur sturlevr 32 bajenn. Pellgargit anezhañ o klikañ amañ-dindan.

PELLGARGAÑ AR STURLEVR ``KEHNETIÑ DIVYEZHEK``

v KAVIT UN AJAÑS KEHENTIÑ

War stal.bzh e kavit darempredoù an ajañsoù kehentiñ hag a zo barrek gant ar brezhoneg ha barrek evit krouiñ bruderezh divyezhek brav ha kempouez.

ajañsoù kehentiñ ha grafourien war stal.bzh

v EZHOMM HO PEUS SKOAZELL ?

Deuit e darempred ganeomp.

Gallout a reomp reiñ alioù deoc’h evit brezhonekaat hoc’h embregerezh hervez ho c’hoant, hoc’h ezhommoù hag ho pudjed.